Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Unan eus ar peder rann a reer eus ul loen bet lazhet evit e gig. Dispenn ul loen e karterioù. 2. Rann eus ur gêr vras pe vrasoc'h zo doareoù dibar dezhi. Degouezhet e oant en ur c'harter nevez eus Jeruzalem.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

Durant an amzer[-se] ez eas ar roue er c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze ar rouanez dre ar garantez he devoe komeret ouzh ar werc'hez santez Katell a yeas en noz ha ganti priñs ar varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'ar prizon[.]

1576
Daveenn : Cath p17

karterioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cartier, lieu

karter

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cartier, lieu

karter leun a vrouskoajoù

1732
Daveenn : GReg pg (païs plein de) bocage(s)

karter goloet a vrouskoajoù

1732
Daveenn : GReg pg (païs plein de) bocage(s)

karterioù leun a vrouskoajoù

1732
Daveenn : GReg pg (païs plein de) bocage(s)

karterioù goloet a vrouskoajoù

1732
Daveenn : GReg pg (païs plein de) bocage(s)

karter

1732
Daveenn : GReg pg canton (quartier d'une Ville, ou d'un Païs)

karterioù

1732
Daveenn : GReg pg canton (quartier d'une Ville, ou d'un Païs)

cheñch kartel

1732
Daveenn : GReg pg air

cheñch karter

1732
Daveenn : GReg pg air

dispenniñ a garterioù

1732
Daveenn : GReg pg écarteler (tirer à quatre chevaux)

Un den a zaou reizh a ra kalz a zroug er c’harter ma en em gev un seurt ampoezon.

1732
Daveenn : GReg pg hermaphrodite (Un hermaphrodite fait bien du degât.)

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

kartel

1909
Daveenn : BROU p. 211 (quartier d'une paroisse, d'une ville, quartier de lune)

Petra 'oa leinoù Gargantua e-kichen leinoù (frikoioù) ar Vretoned da zevezh Pardon o c'harter ?

1944
Daveenn : EURW.1 p26

« Dreist-holl », eme Job, « n’ac’h eus ket lavaret er gêr omp bet en noz-mañ o c’haloupat ar c’harter ? »

1944
Daveenn : ATST p.72

Gant ma vo e pep lec'h e Breizh, e kement kêr, bourk pe garter, kreizennoù o stourm ha tud o labourat asambles, e chomo bev pobl Vreizh hag ec'h adkavo he fersonelezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Traezh an aod a zo flouroc'h d'ar c'herzhed, hag an aod eo an hent darempredetañ gant an dud evit mont eus kreiz kêr d'ar c'harterioù a zo diouzh tu an Norzh.

1985
Daveenn : DGBD p45

Ur wech, e-ser kantren en doare-se, e c'hoarvezas ganto emgavout en ur vanell, en ur c'harter kenwerzhel eus London.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Hag ar peder a zo dilhad diginkl war o zro, bet prenet en ur c'hourstal en ur c'harter poblek.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial