1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1909, 1927, 1931, 1943, 1944, 1980, 1985] Riblennad douar a-hed ur mor pe ur stêr.
[1499] Aod.
[1659] Aod. [1659] Aochoù.
[1732] Aod. [1732] Aojoù [1732] Lestr evit diwall an aod. [1732] Listri evit diwall an aod.
[1850] Aod. [1732] Aodoù. [1850] War an aod em eus e gavet. [1850] Ar barr-amzer en deus hon taolet war an aod.
[1867] Ul lizennig, c'hoazh tamm lizenn, / Voe paket gant ur pesketaer / War aod ur stêr.
[1927] Aod. [1927] Aodoù. [1931] Aod. [1931] Aodoù. [1943] Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour. [1944] D'an hañv e vezemp kaset da gouronkañ da aod ar Rozera hag ur wech bennak e veze graet « pourmenadennoù bras », da lavaret eo ez aed gant an hent-houarn da Lambal, da Gintin, pe da Gastellaodren. [1980] Ur wech ouzhpenn eo bet duet ha louzet aochoù Breizh gant ar mazout.
[1985] En deiz war lerc'h, tost da vat war-dro an hevelep eur, e tiborzhie al lestr 'Brazza' evit e veaj da aodoù kornaoueg Afrika. [1985] Betek ar porzh-se e weler un aod uhel ha glas, kaer-meurbet, met pelloc'h er reter ne vo gwelet e-pad devezhioù nemet aodeier izel ha traezhek.
Eno ez eus ur wenodenn hed-da-hed an aod. An ti-se zo harp en aod. Mont da bourmen d'an aod. Aodeier Breizh. Ul lestr taolet war an aod, en aod. Aod ar mor. Aod ar stêr.
&
Tr.
Redek an aodoù : mont ha dont war an aod.
HS. arvor, glann, ribl.
&
Trl.
Tud an aod : Arvoriz (enebet ouzh tud diwar ar maez, tud eus kêr).
&
Trl. PEMDEZ
Paotred an aod : ar besketaerien.
&
[1732] Gward an aod : den a zo fiziet ennañ ar garg da ziwall an aod.
[1732] Kabiten gward an aod, [1732] kabitaned gward an aod.
[1732] Lestr gward-an-aod : lestr a implij an dud ar garg-se gante.
[1732] Lestr gward an aod.
&
Evned aod : a vev en ardremez an aod.
&
[1732] Kosteziñ an aod, [1732, 1931] riblañ an aod, [1732] heuliañ an aod, [1732] mont a-hed an aod, [1732] mont e-biou an aod, [1732] mont e rez an aod, [1732] mont e resed an aod, [1732] tremen a-rez an aod : mont gant ur vag a-hed arvor un douar bnk., tost pe tostoc'h outañ evit ma chomo a-wel d'ar vartoloded.
[1732] Tremenet en deus a-rez an aod. [1732] Tremenet en deus e rez an aod. [1732] Aet eo e-biou an aod. [1732] Aet eo e rez an aod. [1732] Aet eo e resed an aod.
[1931] Riblañ aochoù.
2. [1909] Tornaod.
[1909] Tor an aod. [1909] N'a ket e tor an aod.
Eno eo serzh an aod. Mont d'un tu bnk. dre zindan an aod.
&
Mont dindan an aodoù : e-harz an tornaodoù.
3. Ent strizh
Traezhenn, grae.
N'eus den war an aod. Deuet eo ar mor en aod. Mont d'an aod da glask kregin, da gerc'hat bezhin. Diskenn en aod. Sevel diouzh an aod. Treuziñ an aod. Mont d'un tu bnk. dre an aod.
&
Lakaat ur vag a-benn en aod : lakaat an araog anezhi war ar sec'h.
&
Trl.
Kas ub. da dreiñ bili d'an aod : kas anezhañ diwar e dro.
&
[1732] Bord an aod.
&
[1732] Rez an aod
[1732] Tremenet en deus a-rez an aod. [1732] Tremenet en deus e rez an aod.
&
Diren.
Mont d'an aod, bezañ en aod : war an draezhenn, ar c'hrae evit diverrañ e amzer.
Mont d'an aod, bezañ en aod : war ar c'hrae evit dastum kregin, kresteneged h.a.
&
Traezh aod, mein aod : a zastumer en aod.
&
Teil aod : bezhin a zastumer evit teilañ an douar.
&
Ur porzh aod : ur porzh naturel e-tal ur c'hrae.
4. Trl.
An aod vev : rann eus ribl ar mor a vez goloet gant al lanv ha dizoloet gant an tre da bep morad.
Ar garreg-se zo en aod vev.
5. Rann vor zo tost d'an aod.
Bez' ez eus pesked er mor don a zeu d'an aod en hañv.
&
Trl.
Mont d'an aod : mont war vor da besketa nepell diouzh an douar.
Aet eo ar besketaerien d'an aod gant o bagoù : aet int da besketa.
6. Douar (enebet ouzh ar mor).
Bezañ, chom en aod.
&
[1659] Arruout en aod, [1659, 1732, 1931] dont en aod, degouezhout en aod : douarañ evit ur vag.
[1732] Deuet en aod.
[1931] Dont en aod.
&
Kas ub., udb. en aod : betek an douar.
7. Ent strizh
Porzh.
Mont d'ober un dro war an aod.
8. MERDEAD.
Bezañ en aod d'udb. : etrezañ hag an aod.
Tremen en aod d'ur roc'h.
Daveenn :
GReg
pg aborder (prendre terre, venant de la mer)
Aet eo e-biou an aod.
Eat eo e biou an aud.
1732
Daveenn :
GReg
pg friser (Il a frisé la côte.)
deuet en aod
deuët èn aud
1732
Daveenn :
GReg
pg aborder (prendre terre, venant de la mer, pp)
Tremenet en deus e rez an aod.
Trémenet èn deus e rez an aud.
1732
Daveenn :
GReg
pg friser (Il a frisé la côte.)
lestr gward an aod
lestr goard-an-aud
1732
Daveenn :
GReg
pg garde-cote (vaisseau armé pour garder la côte)
listri evit diwall an aod
listry evit dihoall an aud
1732
Daveenn :
GReg
pg garde-cote (vaisseau armé pour garder la côte, p.)
lestr evit diwall an aod
lestr evit dihoall an aud
1732
Daveenn :
GReg
pg garde-cote (vaisseau armé pour garder la côte)
Tremenet en deus a-rez an aod.
Trémenet èn deus a rez an aud.
1732
Daveenn :
GReg
pg friser (Il a frisé la côte.)
monet hed an aod
mônet hed an aud
1732
Daveenn :
GReg
pg costoyer (aller le long d'une côte, d'un rivage)
mont a-hed an aod
mont-a-hed an aud
1732
Daveenn :
GReg
pg costoyer (aller le long d'une côte, d'un rivage)
aod
aud
1732
Daveenn :
GReg
pg coste (ou côte, rivage de la mer)
aojoù
augeou
1732
Daveenn :
GReg
pg coste (ou côte, rivage de la mer)
aojoù
aujo
1732
Daveenn :
GReg
pg coste (ou côte, rivage de la mer)
aodoù
audeü
1732
Daveenn :
GReg
pg coste (ou côte, rivage de la mer)
War an aod em eus e gavet.
War ann aod em eûz hé gavet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg aot (Je l'ai trouvé sur le rivage.)
aodoù
aotou
1850
Daveenn :
GON.II
pg aot (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau, Pl.)
aod
1850
Daveenn :
GON.II
pg aod (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau.), klañ
aod
ôd
1850
Daveenn :
GON.II
pg aod (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau – Hors de Léon.)
aod
aot
1850
Daveenn :
GON.II
pg aod (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau.), od, ribl
Ar barr-amzer en deus hon taolet war an aod.
Ar bâr-amzer en deûz hon taoled war ann aod.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bar-amzer (Le coup de vent, l'ouragan nous a jetés sur la côte).
aod
ôt
1850
Daveenn :
GON.II
pg aod (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau – Hors de Léon.)
aod
aôt
1850
Daveenn :
GON.II
pg ot (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau – Hors de Léon.)
tonn aod
tonn-aod
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg tonn-aod (Bruit éclatant des flots de la mer)
aochoù
aochou
1850
Daveenn :
GON.II
pg aod (Rivage de la mer. Plage. Bord de l'eau, Pl.)
En dinaou eus ar menez ez oa ur wazh, war aod pehini edo tiig un den fur.
Enn dinaô eûz ar ménez éz oa eur waz, war aod péhini édo tiik eunn dén fûr.
1850
Daveenn :
GON.II
p.61, livre second, (Au pied de la montagne, il y avait un ruisseau, sur le bord duquel était la maisonnette d'un sage).
Ul lizennig, c'hoazh tamm lizenn, / Voe paket gant ur pesketaer / War aod ur stêr.
Eul lizennik, c'hoaz tamm lizen, / Voe paket gant eur pesketer / War aot eur ster.
1867
Daveenn :
MGK
p41
Eno e kavjont c’hoazh ur martolod digaset gant kabiten al lestrig f[l]oder evit diskouez an hent dezho, a-hed an aod penn-da-benn, gant aon n’her gouizient ket.
Eno e kafchont c’hoaz eur martolod digaset gand kabiten al lestrik froder evit diskouez an hent d’ezho, a hed an aod penn da benn, gand aoun n’her gouizient ket.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.23
Un den hanvet Tunk, eus n’ouzon dare pe vro, a yoa deuet abaoe un daou pe dri bloaz bennak da lavaret d’an Arvoriz en doa prenet an aod a zo dirak Gwinevez, Trelez ha Goulc’hen, hag a ya eus a Bloueskad da Blouneour-Dreaz.
Eun den hanvet Tunk, euz n’ounn dare pe vro, a ioa deuet abaoue eun daou pe dri bloaz bennag da lavaret d’an Arvoriz enn doa prenet an aod a zo dirag Guinevez, Trelez ha Goulc’hen, hag a ia euz a Blouescat da Blouneour-Dreaz.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.240-241
Nann, n’oa den na war an aod, na war an tevenn.
Nann, n’oa den na var an aod, na var an tevenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.224
Hennezh a veze noz-deiz o redet a-hed an aod.
Hennez a veze noz-deiz o reded a-hed an aot.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.185
Mont ha mont a raent ken na zistagent tammoù taouarc’h gant beg o botoù ; sur e oant eus o zaol, rak n’oa na ti, na koad, na kleuz ebet zoken e nep tu, n’oa nemet aod ha tevenn ; n’oa ket ivez ‘ta tamm kuzh ebed e neblec’h.
Mont a mont a reant ken na zistagent tammou taouarc’h gand bek ho boutou ; sur oant euz ho zaol, rak n’oa na ti, na koat, na kleuz ebed zoken e nep tu, n’oa nemed aot ha tevenn ; n’oa ket ive-ta tamm kuz ebed e neb leac’h.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.188
tor an aod
torr an aot
1909
Daveenn :
BROU
p430 (falaise)
N'a ket e tor an aod.
N'a ket e torr an aot.
1909
Daveenn :
BROU
p430 (Ne va pas au bord de la grève.)
Bremañ e stagin da zibunañ hiroc’h kudennad an divroadegoù, donedigezh ha diazezidigezh ar seizh strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir Stêr.
Breman e stagin da zibuna hiroc’h kudennad an divrôadegou, donedigez ha diazezidigez ar seiz strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir Stêr.
1923
Daveenn :
SKET
p.87
A vro-Spagn pe eus an Afrik, o bro c’henidik, e teuent o hedañ aodoù Galia, ha pa zigouezhjont, en abardaez da guzh-heol, en aber an Albis, edont o paouez ober tro enez Iverio hag enez Albio.
A vro-Spagn pe eus an Afrik, o bro c’henidik, e teuent o heda aochou Galia, ha pa zigouezjont, en abardaez da guz-heol, en aber an Albis, edont o paouez ober tro enez Iverio hag enez Albio.
1923
Daveenn :
SKET
p.97
Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanoù ar reuniged, hep ken hentadur nemet gant an evned hiraskellek, rakkannaded ar barradoù-amzer.
Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris (3) war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanou ar reuniged, hep ken hentadur nemet gand an evned hir-askellek, rak-kannaded ar barradou-amzer.
1923
Daveenn :
SKET
p.97-98
Setu un douar, emezo, ha bremaik e touarimp, kaset m’emomp d’an aod gant nerzh an dour.
Setu eun douar, emezo, ha bremaïk e touarimp, kaset m’emomp d’an aod gant nerz an dour.
1923
Daveenn :
SKET
p.110
Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lanv distreiñ da wastañ an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl.
Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lano distrei da wasta an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl.
1923
Daveenn :
SKET
p.113
Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hirstrivañ da ziraez an aod enep.
Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hir-striva da ziraez an aod eneb.
1923
Daveenn :
SKET
p.114
Ar re-mañ, o welout an darbaroù a raed en aod, a zifreas morañ o listri ha sevel e-barzh.
Ar re-man, o welout an darbarou a raed en aod, a zifreas mora o listri ha sevel e-barz.
1923
Daveenn :
SKET
p.117
Marvet Momoros, ar seizh mab hag an nav douaren ha daou-ugent anezhañ a astennas, a-ziwar-goust tir ar Skaled hag ar Sitoned, an douar perc’hennet gant poblad ar Marc’h hed-ha-hed da holl aod reterel lenn an Heol.
Marvet Momoros, ar seiz mab hag an nao douaren ha daou-ugent anezan a astennas, a-ziwar goust tir ar Skaled hag ar Sitoned, an douar perc’hennet gant poblad ar Marc’h hed-ha-hed da holl aod reterel lenn an Heol.
1923
Daveenn :
SKET
p.123
Eno emañ, en traoñ gra Pennenez : bevennet eo gant porzh ar bagoù hag ar palud, an aod Gwenn-Veur ha Porzh Biliek.
Eno eman, en traou gra Pennenez : bevennet eo gant porz ar bagou hag ar palud, an ôd Gwenn-Veur ha Porz Biliek.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
Peñse en devoa graet, en un tu bennak, war aodoù mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie.
Peuse [sic, "Pense"] an nevoa grêt, en eun tu bennak, war ôchou mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)
Pignat a eure war e gein, hag eñ, e gelc’hig-aour o ruilhañ en e raok, d’an daoulamm a-hed holl gildroennoù an aod.
Pignat a eure war e gein, hag hen, e gelc’hig-aour o ruilha en e raog, d’an daoulamm a-hed holl gildrôennou an aod.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.22
Ac’hane, a-dreuz an arvor hag aod Lokireg, ec’h erruas er gêr a-raok serr-noz.
Ac’hane, a-dreuz an arvor hag ôd Lokirek, ec’h erruas er gêr a-rôk serr-noz.
Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.
1943
Daveenn :
TNKN
p11
D'an hañv e vezemp kaset da gouronkañ da aod ar Rozera hag ur wech bennak e veze graet « pourmenadennoù bras », da lavaret eo ez aed gant an hent-houarn da Lambal, da Gintin, pe da Gastellaodren.
D'an hañv e vezemp kaset da gouronka da aod ar Rozera, hag eur wech bennak e veze graet « pourmenadennou bras », da lavaret eo ez aed gant an hent-houarn da Lamball, da Gintin, pe da Gastelodren.
1944
Daveenn :
EURW.1
p51
Ur wech ouzhpenn eo bet duet ha louzet aochoù Breizh gant ar mazout.
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 1, p. 3
En deiz war lerc'h, tost da vat war-dro an hevelep eur, e tiborzhie al lestr 'Brazza' evit e veaj da aodoù kornaoueg Afrika.
1985
Daveenn :
DGBD
p10
Betek ar porzh-se e weler un aod uhel ha glas, kaer-meurbet, met pelloc'h er reter ne vo gwelet e-pad devezhioù nemet aodeier izel ha traezhek.
1985
Daveenn :
DGBD
p18
Etimologiezh
Termen predenek a glot gant ar ger "allt" (tor ur menez) e kembraeg, "als" (aod e kerneveureg).
Troet eo an daouad kensonennek "-lt-" da "-ao-" e brezhoneg a-vremañ.
*Alt e oa ar stumm orin. Ouzhpenn an emdroadur fonetek ez euz c'hoarvezet ur rikladur ster d'an termen-mañ a dalveze da verkañ un uhelenn (ster miret e kembraeg a-vremañ) e penn-kentañ pa dalvez bremañ da verkañ un dachenn izel war vord ar mor. Da dostaat emañ an termen-mañ d'al latin "altus" (uhel), ar spagnoleg hag an italianeg "alto" (uhel), ar galleg "haut" (uhel).