Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lakaet da c'houzañv e doare pe zoare evit digoll pe zic'haouiñ ur mank pe ur gwall bnk. 2.[1732, 1924, 1931, 1954, 1960] Treut, treutaet. Kastiz e oan ha treutoc'h eget ar sklisenn. Kastiz evel unan prest da vervel. Mediñ re abred a ro greun kastiz. & Trl. kv. Bezañ kastiz evel an Ankoù : bezañ treut-tre.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kastiz

1732
Daveenn : GReg pg chatié (eé)

kastizoc'h

1732
Daveenn : GReg pg chatié (eé)

kastizañ

1732
Daveenn : GReg pg chatié (eé)

kastizañ

1732
Daveenn : GReg pg chatié (eé)

Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

kastiz

1931
Daveenn : VALL pg amaigri

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Daveenn : VAZA p.45

Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan.

1960
Daveenn : PETO p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial