Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Gwez bihan o anv spesad Ribes rubrum, a c'hounezer evit o barroù frouezh debradus, bihan ha treuzwelus. & Ent strizh Ar frouezh-se. Mat e kavez ar c'hastrilhez ruz ? 2. Trl. skeud. Ur beg kastrilhez en deus : doare zo gantañ da vezañ drouklaouen. & Klask kastrilhez ouzh ub. : klask trouz, tabut outañ. & Reiñ kastrilhez : reiñ taolioù. II. Kastrilhez-du : gwez bihan, o anv spesad Ribes nigrum a c'hounezer evit o frouezh debradus, bihan ha du. & Ent strizh Ar frouezh-se a farder un died alkoolek c'hwek ganto. Ur voutailhad likor kastrilhez-du. DHS. spezad.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Daou, ar re hardishañ, Jojo hag ar Paotr-ruz, a grapas er wezenn, darn abafoc’h, finoc’h marteze, a guntuilhe hag a zebre spezard, kastrilhez da c’hortoz ar per ; darn all gant ar merc’hed a azezas war ar voger.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

— Mat ar per, paotr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

- Gwechall, em yaouankiz munudik, on bet o skrapañ per... hag avaloù... ha kastrilhez... ha... e jardin un amezegez kozh, e-tal ti va c'herent.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial