I.
A.
1. (db. an dud, al loened)
[1499, 1576, 1622, 1659, 1732, 1850, 1927, 1931, 1944, 2015] From a sav pa santer bezañs un dañjer bras pe vrasoc'h.
[1499] Aon.
[1622] M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.
[1659] Aon.
[1732] Ober silvidigezh gant aon ha gant ur c'hren gwirion. [1732] Lakaat poan da ober e silvidigezh gant aon ha gant ur c'hren gwirion. [1732] Ur mab eo n'en deus aon a nep tra all.
[1850] Aon.
[1944] Un devezh, ma oa digouezhet ar simbolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs. [1944] Ar wech kentañ a oa din gwelout dirak ma daoulagad tud o vont da gomz brezhoneg a-wel d'an holl, hep aon na mezh, ha birviñ a raen gant ar fouge evit ma Bro.
[2015] Ya, gouest oc'h da gompren an aon, an anken, an dislavarioù hag an diaesterioù savet gant hoc'h enebourien [...]. [2015] Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.
&
[1659, 1732, 1867] Kaout aon.
[1659] Kaout aon. [1659] Aon am eus rak ar pec'hed.
[1732] Kaout aon bras. [1732] Kaout un nebeud aon. [1732] Na'z pez ket aon. [1732] N'hoz pet ket aon. [1732] N'ho pet nep aon. [1732] Me am eus aon da gouezhañ. [1732] Aon am eus na gouezhzen.
[1867] Tad-iou un deiz a lavaras : / – « Kement zo bev-buhez, kerkoulz bihan ha bras, / A c'hell dont dirazon, / Hep krenañ na kaout aon. »
&
[1944] Kemer aon : kaout aon
[1944] Ar c'hezeg, ar saout, ar moc'h, a gemere aon, war an hentoù-bras, pa dremene ur velosiped.
&
[1499, 1659, 1732] Krenañ gant an aon. [1732] Krenañ rak aon.
[1499] Krenañ gant aon.
[1659] Krenañ gant aon e-giz barr delioù
[1732] Krenañ gant aon. [1732] Krenañ rak aon. [1732] Krenet gant aon. [1732] Krenet rak aon.
[1850] Krenañ a ra gant aon.
&
[1732] Skrijañ gant aon : kaout kement all a aon ken e kren e gorf.
[1732] Skrijañ gant aon.
&
[1659, 1878, 2012] Ober aon da ub., lakaat aon da ub.
[1659] Ober aon da ur re bennak.
[1878] Evelato, a-raok mont kuit, evit heskinañ Lokristiz hag ober aon dezho, e leverjont e vije graet ur marchosi eus o chapel [...].
[2012] "Gwelomp se, va mignon", eme an noter, "ha bezit resis. Petra a ra aon deoc'h ?"
&
Semplañ gant an aon.
&
Sentiñ dre aon.
&
Un tamm aon.
&
Ur gridienn aon.
&
Ur barr aon, ur bern aon, ur c'horfad aon, ur gaouad aon : ur pennad aon bras.
&
[1732] Aon bras : spont
[1732] Aon bras. [1732] Kaout aon bras. [1732] Bet aon bras.
&
[1732, 1850] Hep aon : gant fiziañs, het tamm nec'hamant ebet.
[1850] An alouberien ned int morse hep aon.
&
DISPRED.
[1576] BEZAÑ AON : kaout aon
[1576] Peheni a respontas [Katell] dezhi : « Na vezet aon ebet, mignonez an aotrou Doue, rak hiziv ez vezo ar rouantelezh eternel evit unan trañzitoar, hag evit ur pried mortel ez vezo unan imortel. »
2. Trl.
SEVEL AON GANT UB. : kemer aon.
Aon a savas ganto na vefe torret.
&
Kregiñ aon en ub. : kemer aon.
3. Trl.
Bezañ dindan (e) aon, bezañ gant (e) aon, bezañ war aon : kaout aon.
Na vezit ket war aon : arabat deoc'h kaout aon.
Ober van da vezañ dindan aon.
&
Bezañ torret e aon war ub. : bezañ dizaonet.
4. Trl. (dirak un ak., ur rag. pe un av.)
[1659, 1732, 1850, 1867, 1931, 1944] (KAOUT) AON RAK, (KAOUT) AON A-RAOK, (KAOUT) AON DIRAK, (KAOUT) AON OUZH : doujañ.
[1659] Aon am eus rak ar pec'hed.
[1732] An erer a gasa al laouenan hag en deus aon razañ. [1732] Aon am eus razañ.
[1850] Aon am eus razañ. [1867] Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A-daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ.
[1924] N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud.
[1931] Kaout aon rak. [1960] Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?
Ne'm eus ket aon rak ho ki. Aon o deus rak hennezh. N'a devez ket aon rak kouezhañ. Aon a-raok piv ? Aon o doa en o raok, araozo.
5. Trl. (dirak un av.)
[1929] Kaout aon da : doujañ a (ober udb.).
[1929] Hep mar ar veajourien-mañ o deus aon da chom hep kavout, e korn pe gorn, frankiz da azezañ, rak gwall zispourbellañ a reont o daoulagad.
Kaout aon da goll ur mignon.
&
Kaout mil aon da : bezañ en nec'h bras da.
Ni hor bez mil aon da goll unan all.
&
Kaout mil aon o : bezañ en nec'h bras o.
Kaout mil aon o soñjal e c'hallfe kouezhañ.
6. Trl. (dirak un av.)
BEZAÑ AON GANT UB. : doujañ a.
Aon a oa gantañ mont d'e gaout.
7. Trl.
MUIOC'H A AON EGET A C'HLOAZ : troienn a dalvez da c'heriañ n'eus ket kalz a zroug.
8. Trl. skeud.
Kaout aon rak, ouzh e skeud : bezañ aonik-tre.
&
Na gaout aon rak e anv : bezañ dizaon.
B. (db. an dud)
From ub. a c'hortoz un degouezh zo pouezus evitañ, zo spouronus.
Aon am eus na zeufe ket en-dro.
HS. spont, spouron.
II.
[1732] Kaout aon : kaout un tamm disfiz diouzh ar pezh a embanner en ul lavarenn displeget war-lerc'h.
[1732] Kaout aon. [1732] Aon am eus ne ve mui a vignoniaj eget a vignonaj kenetrezo.
&
Tr. adv. (distag diouzh e genarroud)
[1909, 1924, 1929, 1960] 'M EUS AON : a gav din, a soñj din.
[1909] Dilhad nevez a zo, 'm eus aon. [1924] A ! A ! Kaout a ra se dit-te, paotr… ’M eus aon te a zo ur c’hanfard… [1929] Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ. [1960] Te, person kozh, a venn, 'm eus aon, / Kenderc'hel d'ober an alvaon !
III.
Tr. ar. (dirak un ak., un av.)
1. Gant aon a, en aon a, [1877, 1960, 1985] gant aon da, [1867] en aon da, gant aon eus, rak aon ouzh, gant aon rak
[1867] Setu perak hor gwaz, evit teurel evezh, / A gemer e amzer, / En aon da wallober.
[1878] N’en doa ket a c’hoant da dennañ, ar c’habiten digalon, gant aon rak an trouz [...].
[1960] N'o deus ket kredet ar C'hamached tennañ gant aon da dizhout o c'henseurted kroget da c'houren ouzh an Hir. [1985] Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.
Gant aon ag o buhez. Pellaat a reas en aon a vout glebiet. Klozañ a reont o zi gant aon d'al laeron. Gant aon da vankout. E dapit gant evezh en aon d'e c'hloazañ. Ne grede ket tostaat gant aon eus fest ar vazh. Kemer e renkoù rak aon ouzh ur gwall bnk. Tapout krog en udb. gant aon rak kouezhañ.
&
DISPRED
[1576] Rak aon na.
Troiennoù a dalvez da verkañ nec'h ub. rak ur gwall bnk. a c'hallfe c'hoarvezout.
[1576] Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he palez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.
IV.
Tr. stl. isur.
[1732, 1960] Gant aon (e), [2015] gant an aon ma, [1659, 1732, 1850, 1867, 1944] gant aon na, [1732, 1867] gant aon ne, [1960] gant aon rak, [1867] en aon da, en aon na, [1732] rak aon da, [1732] rak aon na, [1732] rak aon ne, da aon na : betek-gouzout na.
[1659, 1732] Gant aon na.
[1732] Gant aon ne. [1732] Rak aon na. [1732] Me ned on ket kannus, rak aon da vezañ kannet va-unan. [1732] Rak aon ne zeuhe. [1732] Gant aon ne zeufe.
[1850] Gant aon na zeufe. [1867] Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e anv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid. [1867] Setu perak hor gwaz, evit teurel evezh, / A gemer e amzer, / En aon da wallober. [1867] En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. [1867] Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, / N'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud.
[1944] Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da vezañ unan Chouanted ha treiñ 'enep da Frañs e-lec'h difenn anezhi. [1960] Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell. [1960] Dalc'het 'm eus war ma zeod ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon 've dav, un deiz, damantiñ 'vit an droug.
[2015] Goude ma n'hen lavar ket e vev dibaouez gant an aon ma ve digresket c'hoazh ma gopr rak neuze ne vije ket evit stourm ken.
E stagañ a reas gant aon e savfe. Bezomp war evezh gant aon na vefemp paket. Kemerit ho tisglavier en aon na rafe glav. Dastum anezhañ rak aon na vefe kollet. Da aon na oufes.
27. Peheni a respontas [Katell] dezhi : « Na vezet aon ebet, mignonez an aotrou Doue, rak hiziv ez vezo ar rouantelezh eternel evit unan trañzitoar, hag evit ur pried mortel ez vezo unan imortel. »
27. peheny a respontas [Cathell] dezy na vezet auon en bet mignones an autrou doue, rac hizeou ez vezo an rouantelez eternell euit vnan transitoyr, hac euit vn priet mortell ez vezo vnan imortell :
1576
Daveenn :
Cath
p21
Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.
eual maz ententas ez comeras darn he tut he pales hac ez em gouarnissas gant sign an croas : hac ez eaz en quaer : hac ez caffas vn nombre bras a christenyen, pere a yea da sacrifia dan ydolou rac aon na vient lazet maz voue meurbet nechet ha ceuzet:
1576
Daveenn :
Cath
p5-6
M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.
M. Peur ez dleer é ober euff [sin ar groaz] ? D. Diouz an mintin pan sauer, diouz an nos pan aeer da cousquet, pan antreer e-n Ilis, goude quemeret dour beniguet, pan comancer pediff Doue, pan quemerer an refection, é comançamant hon euraou, ha pan en em caffer en vn danger benhac, autramant sesiet gand vn aoun, pe vn spont.
1622
Daveenn :
Do.
p8
kaout aon
cahout aoûn
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg craindre
ober aon da ur re bennak
ober aoûn da vre benak
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (faire) peur
krenañ gant aon e-giz barr delioù
crena gant aoun eguis bar deliou
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg fremir
aon
aoûn
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg affre
aon
aoun
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg effroi, aoun
gant aon na
gant aoûn na
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg peur (depeur que)
aon am eus rak ar pec'hed
aoûn ameus rac ar pec'het
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg rac (i'ay peur du peché)
gant aon
gad aoun
1732
Daveenn :
GReg
pg crainte (De crainte que.)
An erer a gasa al laouenan hag en deus aon razañ.
An érer a gaçza al laoüenan hac èn deus aoun razañ.
1732
Daveenn :
GReg
pg aigle (L'aigle hait le Roitelet, & en a peur.)
Ha Booz o komz ouzh an henaoured hag ouzh an holl : Testoù oc'h, emezañ, hiziv penaos, kement a zo bet da Elimelek, ha da C'helion, ha da Vahalon a zo din, pa em eus e brenet digant Noemi, Ha penaos e kemeran da c'hwreg Ruth ar Voabitez, gwreg Mahalon, evit ma tigasin a-nevez hanv an hini a zo marv en e zigouez, gant aon na ve kollet e hanv en e diegez, e-touez e vreudeur hag e bobl.
Ha Booz ô komza oud ann hénaoured hag oud ann holl : Testou oc'h, émé-z-hañ, hiziô pénaoz, kémeñd a zô bét da Elimélek, ha da C'hélion, ha da Vahalon a zô d'in, pa em eûz hé brénet digañt Noemi, Ha pénaoz é kémérann da c'hrég Ruth ar Voabitez, grég Mahalon, évit ma tigasinn a-névez hanô ann hini a zô marô enn hé zigouéz, gañd aoun na vé kollet hé hanô enn hé diégez, é-touez hé vreûdeûr hag hé bobl.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
p.106, Buez Ruth.
An alouberien ned int morse hep aon.
Ann aloubérien né d-iñt morsé héb aoun.
1850
Daveenn :
GON.II
pg alouber (Les usurpateurs ne sont jamais sans crainte.)
Pegement bennak ma oant daou, n'em boa ket a aon razo.
Pégémeñt-bennâg ma oañd daou, n'em bôa kéd a aonn ra-z-hô.
1850
Daveenn :
GON.II
p.94, livre second, (Encore qu’ils fussent deux, je ne les craignais pas).
Krenañ ar ra gant aon.
kréna a ra gañd aoun
1850
Daveenn :
GON.II
p.95, livre second, « Il tremble de peur ».
Daveenn :
GON.II
pg aoun (De crainte qu'il ne vienne.)
aon
eûn
1850
Daveenn :
GON.II
pg aon (Peur. Frayeur. Epouvante. Crainte. Timidité, en Van. - d'une seule syllabe -), eûn
N'az pez ket a aon eta ; ober a rin kement ec'h eus lavaret din ; rak an holl a oar em c'hêr penaos out ur vaouez fur.
N'az péz kéd a aoun éta ; ôber a rinn kémeñd éc'h eûz lavaret d'in ; râg ann holl a oar em c'héar pénaoz oud eur vaouez fûr.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
p.104, Buez Ruth.
Aon am eus razañ.
Aoun am eûz raz-hañ.
1850
Daveenn :
GON.II
pg aoun (J'ai peur de lui.)
N'em eus ket a aon e ve krevoc'h evidoc'h.
N’em eûz kéd a aoun é vé krévoc’h évidhoc’h.
1850
Daveenn :
GON.II
p.82, livre second, (Je n’ai pas peur qu’il soit plus fort que vous).
Setu perak hor gwaz, evit teurel evezh, / A gemer e amzer, / En aon da wallober.
Setu perak hor goaz, evit teurel evez, / A gemer he amzer, / Enn aoun da wall ober.
1867
Daveenn :
MGK
p63
Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, / N'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud.
Gant aoun n'ho pe-c'houi drouk, drouk a c'hell c'hoarvezout, / N'em bo mui d'am maga nemet daelou, hirvoud.
1867
Daveenn :
MGK
p18
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Daveenn :
MGK
p21
Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]
Hep eur c'hrinsen, Eripin keaz, / E rankit, enn ho stad, glaouri-du gant ann naoun ; / Rak, evel a c'houzoc'h dre ne d-euz ra z-hoc'h aoun, / Ne c'hellit kaout kofad na begad evit netra / : A daoliou skilf, pep tamm a rankit diframma[.]
1867
Daveenn :
MGK
p8
Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e anv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid[.]
Gand ann amzer, unan anezho, hag hen he hano Pilpai, gant aoun ne d-azent da goll, a lekeaz hiniennou dre skrid ;
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid V-VI
Tad-iou un deiz a lavaras : / – « Kement zo bev-buhez, kerkoulz bihan ha bras, / A c'hell dont dirazon, / Hep krenañ na kaout aon. »
Tad-Iou eunn deiz a lavaraz : / « Kemend zo beo-buez, ker koulz bihan ha braz, / A c'hell dont dira z-oun, / Hep krena na kaout aoun. »
1867
Daveenn :
MGK
p10
— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h soñj e rankan a-raok an deiz bezañ aet er c’heinvor gant aon da vezañ anavezet.
— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h sonj e rankan araok an deiz beza eat er c’hein-vor gand aoun da veza anavezet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.227
Neuze e savas un tamm aon gant ar C’houilh.
Neuze e savaz eun tamm aoun gant ar C’houil.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.132
— N’ho pezet ket a aon, Yann Pennorz, n'eo ket Per Kemener eo a greno e zorn.
— N’ho pezet ket a aoun, Iann Pennors, ne ket Per Kemener eo a greno he zourn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.75
Petra a soñjan ? E feiz, netra a vat ebet, avat. Jañ-Mari a zo sec’h ha rok an tamm anezhañ ; e dri [m]ab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n’o deus ket aon rak o skeud.
Petra a zonjan ? E feiz, netra a vad ebed, avad. Jan-Mari a zo seac’h ha rok an tamm anezhan ; he dri vab o deuz an ear da veza potred stard, ha n’o deuz ket aoun rak ho skeud.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.74
— Mat, pa oan bihan e Kervern, va mamm a lavare din : Diwisk atav da zilhad, Perig, war ar bank a-raok mont en da wele, gant aon da louzañ al liñserioù.
— Mad, pa oan bian e Kervern, va mamm a lavare dign : Divisk atao da zillad, Perik, var ar bank araok mont enn da vele, gant aoun da louza al linseriou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.74
Job hen dizalias ; aon en doa na vije ar manac’h diskuliet gant un trubard bennak, rak neuze ar soudarded a vije deuet buan war o c’hiz hag her c’haset ganto evit her lakaat d’ar marv.
Job hen dizaliaz ; aoun enn doa na viche ar manac’h diskuliet gand eun trubard bennag, rak neuze ar zoudarded a viche deuet buan var ho c’hiz hag her c’haset gantho evit her lakaat d’ar maro.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.51
Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’e Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.
Rak petra e diviche-hi aoun ? Petra e doa-hi da goll ? Ne doa ket eun diner toull var he hano, hag, evel a lavare d’he amezeien, guelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget beva var an douar er baourentez en eur stleja he gar gamm var he lerc’h dre ma’z ea.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.194
Setu amañ lod eus ar werz a gane Landregeriz, hep aon ebet rak ar soudarded, goude m’en doa ranket o Aotrou’n eskob pellaat diouto : [...].
Setu aman lod euz ar verz a gane Landregeriz, ep aoun ebed rak ar zoudarded, goude m’en doa ranket ho Aoutrou’n eskop pellaat diout-ho : [...].
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.28
Skoit pa gerfot, soudarded difeiz ha diskiant, me ne grenan ket dirazoc’h ; ho klezeier ne reont aon ebet din.
Skoit pa gerfot, soudarded difeiz ha diskiant, me ne grenan ket dirazoc’h ; ho klezeier ne reont aoun ebed dign.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.185
Ar re-mañ a gemeras aon ; Plabennegiz er gwelas hag a lammas war Gorbet hag er lazhas war al leurgêr a daolioù bazh hag a daolioù treid.
Ar re-man a gemeraz aoun ; Plabennegiz her guelaz hag a lammaz var Gorbet hag her lazaz var al leur-gear a daoliou baz hag a daoliou treid.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.263
Eno e kavjont c’hoazh ur martolod digaset gant kabiten al lestrig f[l]oder evit diskouez an hent dezho, a-hed an aod penn-da-benn, gant aon n’her gouizient ket.
Eno e kafchont c’hoaz eur martolod digaset gand kabiten al lestrik froder evit diskouez an hent d’ezho, a hed an aod penn da benn, gand aoun n’her gouizient ket.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.23
An dud yaouank a vez holl evel-se. Netra ne ra aon dezho a-bell, ha pa vezont dirak....
An dud iaouank a vez oll evel-se. Netra ne ra aoun d’ezho a bell, ha pa vezont dirag....
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.19
N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.
N’o pe ket aoun rak archerien Montroulez ; ne daio hini da gregi ennhoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuillo betek ar berad diveza euz hor goad kentoc’h eged ho tilezel.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.12
Gant aon n’am befe ket troet mat, rak n’em eus ket a c’hoant da dromplañ den, e lakaan ar galleg en un tu, hag ar brezhoneg en un tu all.
Gand aoun n’am befe ket troet mad, rak n’em beuz ket a c’hoant da droumpla den, e lakaan ar gallek enn eun tu, hag ar brezounek enn eun tu-all.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.197
P’oen azezet war ribl ar ganol, e tennis va alan ; aet e oa berr warnon ; ma n’em boa ket bet a aon, em boa bet enkrez da vihanañ.
P’ouen azezet var ribl ar ganol, e tenniz va alan ; eat oa berr var-noun ; ma n’em boa ket bet a aoun, em boa bet enkrez da viana.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.24
Ar soudarded n’oant ket lent, ha perak e vijent ? Mont ha dont a raent dre an ti, rok hag hep aon ebet.
Ar zoudarded n’oant ket lent, ha perak e vichent ? Mont ha dont a reant dre an ti, rok hag heb aoun ebed.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.70
Evelato, a-raok mont kuit, evit heskinañ Lokristiz hag ober aon dezho, e leverjont e vije graet ur marchosi eus o chapel, ha savet speurinier enni evit lakaat o c’hezeg pa deujent en-dro, rak dont a dleent war o c’hiz, emezo.
Evelato, araok mont kuit, evit heskina Lochristiz hag ober aoun d’ezho, e leverchont e viche great eur marchosi euz ho japel, ha savet speurinier enn-hi evit lakaat ho c’hezek pa deuchent enn dro, rak dont a dlient var ho c’hiz, emezho.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.81
Mat, koulskoude en iliz Berven, me am beus bet un tamm enkrez, un tamm aon pa ne gaven ket an alc’houez a zigore an tour.
Mad, koulskoude enn iliz Berven, me am beuz bet eun tamm enkrez, eun tamm aoun pa ne gaven ket an alc’houez a zigore an tour.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.123
— Lavar hep aon : gouzout a rez en hor bro e oamp amezeien, hag amañ omp kamaraded.
— Lavar hep aoun : gouzout a rez en hor bro oamp amezeien, hag aman omp kamaraded.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.129
Sentet e voe outo, rak aon a yoa n’en em gavje gwazh.
Sentet e oue out-ho, rak aoun a ioa n’en em gafche goaz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.146
Bremañ int rok, n’o deus ket a aon, gwelet a reont peger soubl ha pegen aonik eo an dud.
Breman int rok, n’o deuz ket a aoun, guelet a reont peger soubl ha pegen aounik eo an dud.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.147
Goulenn digant hennezh, ar c’hrouadur-se, piv eo an hini a zo aet bremaik, d’ar red, dre al lanneg-mañ. — Allas ! kabiten, aon am eus n’her c’hlevfomp ket gantañ.
Goulen digant hennez, ar c’hrouadur-ze, piou eo an hini a zo eat bremaik, d’ar red, dre al lannek-man. — Allaz ! kabiten, aoun am beuz n’her c’hlefomp ket gant-han.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.156
N’en doa ket a c’hoant da dennañ, ar c’habiten digalon, gant aon rak an trouz ; n’oa ket evit krougañ, rak ne gave ket a speg d’e gordenn, hag, evelato, n’oa ket evit chom hep lakaat d’ar marv ur c’hrouadur unnek vloaz, rak e soudarded o devije graet goap anezhañ.
N’en d-oa ket a c’hoant da denna, ar c’habiten digaloun, gant aoun rak an trouz ; n’oa ket evit krouga, rak ne gave ket a spek d’he gordenn, hag, evelato, n’oa ket evit choum hep lakaat d’ar maro eur c’hrouadur unnek vloaz, rak he zoudarded o diviche great goab anezhan.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.161-162
Pa c’houlennas kabiten ar soudarded da zibriñ ha da evañ, Anna ha Mari a hastas afo digas dezhañ ar pezh a c’houlenne, evit miret ouc’h droug da vont ennañ, gant aon na vije krisoc’h e-keñver an Aotrou Gall hag an Aotrou Koarigou.
Pa c’houlennaz kabiten ar zoudarded da zibri ha da efa, Anna ha Mari a hastaz a-fo digas d’ezhan ar pez a c’houlenne, evit miret ouc’h drouk da vont enn-han, gand aoun na viche krisoc’h e kenver an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.180
Koue[zh]et e[o] warnon ma fec’hed / Gant kreñvoc’h 'viton ‘c’h on lardet / Yannig, ma far, groet hoc’h eus fall. / Klemm ha hirvoudiñ, tra na dal' ; Mard e[o] ho laeroñsi gwirion, / Hastet mont da ga[ou]t ar person ; / Anez dic’haouiñ prim ‘m eus aon, / E vezo amañ glaz ha kañv ! /
Koueet e warn-on ma fec’het / Gand krenvoc’h ‘wit-on ‘c’h on lardet / Ianik, ma far, groet hoc’h euz fall. / Klemm ha hirvoudi, tra na dall ; Mar-d-e ho laeronsi gwirion, / Hastet mont da gat ar person ; / Anez dic’haoin prim ‘m euz aon, / E vezo aman glaz ha kaon ! /
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
'm eus aon
m'ez aoun
1909
Daveenn :
BROU
p202 (Je crois.)
Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.
Hogen evit se e vezo d'eze red beza poellek en o enklaskou gant aoun rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da drei enep d'ar vro.
1909
Daveenn :
REZI
p.19
Dilhad nevez a zo, 'm eus aon.
Dillad nevez a zo, mezawn.
1909
Daveenn :
BROU
p399 (On a des habits neufs, il me semble.)
'm eus aon
mezáoun
1909
Daveenn :
BROU
p399 (je crois ; cette expression est pour am eus aoun, mais n'implique pas la crainte)
D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.
D’an diwez, Kadra ha Daga, diwar eun damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rag anoazi an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-eva, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’houez-vat anezan dre al logell.
1923
Daveenn :
SKET
p.103
Daoust pe aon a oa na zisleberje an traoù gant glebor diwar ar c’hoadoù tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennoù, magañ tan war an oaled a raed dibaouez.
Daoust pe aon a oa na zisleberje an traou gant glebor diwar ar c’hoadou tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennou, maga tan war an oaled a raed dibaouez.
1923
Daveenn :
SKET
p.64
Hogen, an emziskouez-se, ker garo da dud ar gouennoù all, n’oa ennañ evit mibien Vanos na kren nag aon.
Hogen, an emziskouez-se, ker garo da dud ar gouennou all, n’oa ennan evit mibien Vanos na kren nag aon.
1923
Daveenn :
SKET
p.70
— Aet ar gaoz en e roll, eme Bilzig a vouezh uhel. — A ! A ! Kaout a ra se dit-te, paotr… ’M eus aon te a zo ur c’hanfard… Hag e lakaas e zorn war penn ar bugel.
— Aet ar gôz en e roll, eme Bilzig a vouez uhel. — Ah ! ah ! Kaout a ra ze d’it-te, pôtr… ’M eus aon te a zo eur c’hanfart… Hag e lakaas e zorn war penn ar bugel.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.943-944 (Mae 1924)
— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"
— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan evor, ar c’homzou fur ac’h an da ziski d’it : "Nep na zent ket eus ar stur / Eus ar « wialenn » a raio zur !"
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
An Aon, ar vrizhkredenn hag an Diouiziegezh eo a laka ar marv taer da welout d’an dud. Neb en deus trec’het d’an tri Spes-se a vezo en e gerz ur peoc’h n’oufe tra ebet strafilhañ ken hiviziken.
An Aon, ar Vriz-kredenn hag an Diouiziegez eo a laka ar maro taer da welout d’an dud. Neb en deus trec’het d’an tri Spez-se a vezo en e gerz eur peoc’h n’oufe tra ebet strafilha ken hiviziken.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.42
Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.
Lavaret ho pije penôs ar pôtr a c’houzanve tristidigez e vamm, hen diagent ken seder, atao o sutellat, o kana, breman gant Madelen ha Yannig, pluchet en eur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon d’ean pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)
Mont da vale, da redek bro evel « Paotr e vazh-houarn », evit saveteiñ priñsezed ; evel « Tignasennig » eñ ac’h aio ivez en karros alaouret, hag evel « Yann hep aon » netra ne vo kat d’en spontañ.
Mont da vale, da redek bro evel « Pôtr e vaz-houarn », evit savetei prinsezed ; evel « Tignasennig » hen ac’h aio ive en karroz alaouret, hag evel « Iann hep aon » netra ne vo kât d’hen sponta.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud.
N’oa ket spontik, c’houi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-ze, yaouank a oa ha n’an nevoa ket aon rag e skeud.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.947 (Mae 1924)
Bilzig ivez, ha koulskoude ar paotr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.
Bilzig ive, ha koulskoude ar pôtr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.125
— Ya, ya, eme Bilzig, — aon dezhañ, ken a grene, dirak ar bugelig ken gwenn ha linselioù he gwele : aon dezhañ ? marteze, marteze… ivez dirak an den kozh barvek — Ya, ya, me, eo, aotrou, me…
— Ya, ya, eme Bilzig, — aon d’ean, ken a grene, dirag ar bugelig ken gwenn ha linseliou he gwele : aon d’ean ? marteze, marteze… ive dirag an den koz barvek — Ya, ya, me, eo, ôtrou, me…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.120
An daou vugel a grene gant an anoued hag an aon.
An daou vugel a grene gant an aoned hag an aon.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.146
en aon rak
dindan aon rag
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
en aon
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
aon
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
aon
aoun
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
en aon rak
en aon rag
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
aon
eun
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
dindan aon
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg aon
Hep mar ar veajourien-mañ o deus aon da chom hep kavout, e korn pe gorn, frankiz da azezañ, rak gwall zispourbellañ a reont o daoulagad.
Hep mar ar veajourien-mañ o deus aon da chom hep kavout, e korn pe gorn, frankiz da azeza, rak gwall-zispourbella a reont o daoulagad.
1929
Daveenn :
SVBV
p8
Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.
Sed an adjudant o tegouezout, tiz warnañ, am eus aon, ez eus eun dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli d'in-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus eur c'helou evidoc'h ganeñ-me, da vont d'an drevadennou [sic, trevadennou] ? - Ya da ! emeve en eur zigromma.
1929
Daveenn :
SVBV
p7
aon (rak)
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p. XX (peur [...] de)
kaout aon rak
kaout aon rak
1931
Daveenn :
VALL
pg appréhender (craindre)
Ar wech kentañ a oa din gwelout dirak ma daoulagad tud o vont da gomz brezhoneg a-wel d'an holl, hep aon na mezh, ha birviñ a raen gant ar fouge evit ma Bro.
Ar wech kenta a oa d'in gwelout dirak ma daoulagad tud o vont da gomz brezoneg a wel d'an holl, hep aon na mez, ha birvi a raen gant ar fouge evit ma Bro.
1944
Daveenn :
EURW.1
p70-71
Hiviziken e vije gallet ober gouel ar varzhed (Gorsedd Digor) en hevelep amzer gant ar c’hendalc’hoù, hep kaout aon rak goaperezh al lakizien hag ar chas-kêr.
Hiviziken e vije gallet ober gouel ar varzed (Gorsedd Digor) en hevelep amzer gant ar c’hendalc’hou, hep kaout aon rak goaperez al lakizien hag ar chas-kêr.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.190
Ar re ac’hanomp o doa sae[où] gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag ul lid drouizek a voe graet war ur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feukañ hiniennoù, zoken e Kevredigezh Vreizh.
Ar re ac’hanomp o doa saeiou gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag eul lid drouizek a voe graet war eur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feuka hiniennou, zoken e Kevredigez Vreiz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.206
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.
1944
Daveenn :
ATST
p.9
Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou.
1944
Daveenn :
ATST
p.9
It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !
1944
Daveenn :
ATST
p.10
Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.
1944
Daveenn :
ATST
p.12
— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. » — « O ! eo. » — « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »
1944
Daveenn :
ATST
p.18
Kement-mañ a voe bet lavaret goustad, goustad, gant aon he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ.
1944
Daveenn :
ATST
p.33
Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz.
1944
Daveenn :
ATST
p.50
Rak gant an trouz a gleve ha na gleve ket, e oa deuet Mari da gemer aon ha da grenañ.
1944
Daveenn :
ATST
p.51
An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »
1944
Daveenn :
ATST
p.58
« C’hwi a rae dezhañ chom er gêr d’ar sul ["Sul"], gant aon en dije uzet tachoù e votoù. »
1944
Daveenn :
ATST
p.59
Kredet en dije unan e oa aet sot an dud, e Lotei, hag o doa aon chom er gêr.
1944
Daveenn :
ATST
p.80
Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da vezañ unan Chouanted ha treiñ 'enep da Frañs e-lec'h difenn anezhi.
Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da veza unan Chouanted ha trei enep da Frañs e-lec'h difenn anezi.
1944
Daveenn :
EURW.1
p12
Un devezh, ma oa digouezhet ar simbolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs.
Eun devez, ma oa digouezet ar sembolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en eur puñs.
1944
Daveenn :
EURW.1
p21
Ar c'hezeg, ar saout, ar moc'h, a gemere aon, war an hentoù-bras, pa dremene ur velosiped.
Ar c'hezeg, ar saout, ar moc'h, a gemere aon, war an hentou bras, pa dremene eur velosipet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p73
- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.
1949
Daveenn :
SIZH
p.53
- ...'M eus aon ez ay ur bern merc'hed da gofes ganit. Me atav a yelo !
1949
Daveenn :
SIZH
p.46
- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.
1949
Daveenn :
SIZH
p.54
Te, person kozh, a venn, 'm eus aon, / Kenderc'hel d'ober an alvaon !
Te, person koz, a venn, 'm eus aon, / Kenderc'hel d'ober an alvaon !
1960
Daveenn :
PETO
p39
Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?
Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok beza boued d'an Ankou yen ?
1960
Daveenn :
PETO
p19
Dalc'het 'm eus war ma zeod ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon 've dav, un deiz, damantiñ 'vit an droug.
Dalc'het 'm eus war ma zeot ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon ' ve dao, eun deiz, damanti 'vit an droug.
1960
Daveenn :
PETO
p33
N'o deus ket kredet ar C'hamached tennañ gant aon da dizhout o c'henseurted kroget da c'houren ouzh an Hir.
N'o deus ket kredet ar C'hamached tenna gant aon da dizout o c'henseurted kroget da c'houren ouz an Hir.
1960
Daveenn :
PETO
p51
Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.
Sitoyan kabiten, ne welan ket / Piou eo an den ' zo anezañ ano. / Eus an noblañsou amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri ' zo tano, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.
1960
Daveenn :
PETO
p36
Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.
1985
Daveenn :
DGBD
p33
"Gwelomp se, va mignon", eme an noter, "ha bezit resis. Petra a ra aon deoc'h ?"
2012
Daveenn :
DJHMH
p.60
Goude ma n'en lavar ket e vev dibaouez gant an aon ma ve digresket c'hoazh ma gopr rak neuze ne vije ket evit stourm ken.
Goude ma n'hen lavar ket e vev dibaouez gant an aon ma ve digresket c'hoazh ma gopr rak neuze ne vije ket evit stourm ken.
2015
Daveenn :
EHPEA
p25
Ya, gouest oc'h da gompren an aon, an anken, an dislavarioù hag an diaesterioù savet gant hoc'h enebourien [...].
2015
Daveenn :
DISENT
p105
Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.
2015
Daveenn :
DISENT
p46
Ur vuhez nevez, rak an dra-se he doa aon muioc'h c'hoazh eget rak he buhez kent.