Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Embannadenn vareadek savet evit ur rumm lennerien resis. Ur gazetenn evit ar vugale. 2. Ent strizh Embannadenn bemdeziek ma tezreveller an darvoudoù, ar c'heleier. Lenn, prenañ ar gazetenn. HS. kannad, kelaouenn, rollenn.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

gazetennoù

1732
Daveenn : GReg pg gazette (p.)

gazetenn

1732
Daveenn : GReg pg gazette

Holl gazetennoù Pariz a vrudas an "Emsav Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar mallozhioù stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Fouge a ao ennomp, an deiz war-lerc’h, o lenn war ar c’hazetennoù pemdeziek e oa bet digemeret kannaded Breizh nevez, gant ar pennrener, war an hevelep renk gant tud-e-karg ar c’houarnamant, ar verdeadurezh, an arme.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

An aotrou Vallée a lakaas da grediñ aes a-walc'h an aotrou Delangle e vije gounidus dezhañ moullañ ur pennad brezhonek pe zaou war e gazetenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Ur wech, Vallée a lavaras din en dije daou c'hoant : ar c'hentañ e [sic] vije moullañ ur regennad vrezhonek war ar gazetenn La Croix des Côtes du Nord, renet gant e vignon an abad Delangle ; an eil e [a] vije kaout an aotre digant an aotrou chaloni Lebon da sevel ur skol vrezhonek e kolaj Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Plijout a reas dezhi lenn ha skrivañ : he lizheroù d'he mignonezed, bet er skol ganti, a oa evel kazetennoù ; brud he doa da c'houzout ober lizheroù brav, leun a geleier dudius.

1944
Daveenn : EURW.1 p13-14

An ardivinkoù-se a oa gwaskoù a vez graet troerezed anezho, evit moullañ kazetennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Bloavezhioù goude, pet ha pet gwech n’eo ket degouezhet din lenn ar gazetenn da hanternoz ha diwezhatoc’h c’hoazh em liorzh Borovitchi, ur gêrig etre Moskov ha Sankt-Peterburg ! Biélaya notch, an nozvezh wenn, hervez ma lavarer e rusianeg.

1954
Daveenn : VAZA p.172

o welet pegen dister e chome plas ar c'heleier war Blogoñv, er c'hazetennoù rannvro zoken, ur strolladig a dud eus bro Gemper (Skol an Emsav, PSU, CRIN) en deus soñjet e oa ret kas keloù war-eeun d'ar Vretoned.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.3

Bez' e c'hellan gwelout evel-se an iliz-veur nevez hag a zo bet graet kement a vrud diwar he fenn gant kazetennoù ar Frañs, hag a gavan digened a-walc'h.

1985
Daveenn : DGBD p16

Tennañ a reas prim un alc'houez eus e chakod, digeriñ an nor ha mont tre en ti, ha distreiñ kerkent gant dek lur e pezhioù aour, hag evit ar peurrest, gant ur chekenn da dennañ war ar bank Coutts, taladus d'an douger ha sinet gant un anv na c'hallan ket diskuliañ, evitañ da vezañ unan eus krefen pennañ va istor, hogen un anv anavezet-tre e oa, a vez alies er c'hazetennoù.

2012
Daveenn : DJHMH p.14

Lenn a ra ar c'hazetennoù evel-just, ar re lec'hel pe digoust en o zouez.

2015
Daveenn : DISENT p124

Hag ar chadennoù skinwel, ar skingomzoù, ar c'hazetennoù a zoug anezhe war an tu-se. Degas din ur c'heloù a lavare deomp ar bennskridaozerion gwezhall, bremañ ez eo "degas din ur gwarzh."

2015
Daveenn : EHPEA p73

Ofis publik ar brezhoneg