Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den zo e vicher skrivañ en ur gazetenn. 2. Dre ast. Den zo e vicher reiñ keloù war-bouez an darvoudoù, an nevezenti. HS. kelaouenner.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

gazetenner

1732
Daveenn : GReg pg gazettier

gazetennerien

1732
Daveenn : GReg pg gazettier (p.)

Emil Fichet, eus Peurid-ar-Roc’h, a zeuas da vezañ komiser jeneral a vor ; Loeiz Giblat, eus Dinam, advokad ha kazetenner [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.198

Ur c'hazetenner a oa neuze o chom e Montroulez, Aogust Cavalier e anv, hag a oa rener La Résistance, kazetenn ar re wenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p77-78

Tri gomis, daou skolaer, ur c'hazetenner, hag... unan na oa netra ; geo, 'ur barzh', en doa lavaret Cavalier dezho e oan, hag o doa luchet a-gorn war-du ennon.

1944
Daveenn : EURW.1 p82

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Daveenn : DISENT p81

An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p75

Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se? Pebezh droukchañs!

2015
Daveenn : EHPEA p20

Ret eo d'an den [ar vouezh aotreet] anavezout mat an danvez evel-just, met ivez bezañ barrek war teknikoù an atersadennoù evit bezañ komprenet gant ar gazetennerien kenkoulz hag an holl dud a welo ar pennad goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p121

Eus un eil obererezh d'eben en deus savet [an den e darempred gant ar mediaoù] un teuliad media e-lec'h ma vez renablet ar gazetennerien anavezet gantañ deus un tu hag an holl vediaoù hag ajañsoù deus an tu all.

2015
Daveenn : DISENT p124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial