1. Termen hollek a ya da envel lod evned hirc'harek eus ar c'herentiad Scolopacidae.
Gra evezh d'ar c'hefeleged, a vez unan er penn o troc'hañ avel d'ar re all.
2. Trl. kv.
Bezañ sonn evel ur c'hefeleg : sonn-tre en e emzalc'h.
3. (dirak ur spizer)
Kefeleg-koad-Eurazia : ar spesad e anv Scolopax rusticola, anezhañ un evn krenn e vent, dezhañ ur pigos hir-tre, gell-rous e bluñv gant brizhelloù gell-du, annezet en tachennoù koadek ha gleb.
4. Dre fent. Martolod.
[1925] Bilzig hag an daou gefeleg all a oa eta war beg ar Roc’h Krenn o c’hortoz ar mor da sevel.