Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an dud) Rann a-dreñv ar c'horf a dap eus an divskoaz d'an dargreiz. Dougen traoù war e gein. Kouezhañ war e gein, war livenn e gein, war lein e gein. Kaout poan gein, poan en e gein. Serriñ, prennañ un nor war gein ub. : war e lerc'h. Treiñ e gein : treiñ warnañ e-unan evit diskouez e gein. 2. Trl. skeud. Treiñ kein da (ub., udb.) : dilezel, nac'h (ub., udb.). Treiñ kein d'ar brezhoneg. & Bezañ mat e gein : bezañ aes teuler ar bec'h war ub. da gaout an disamm anezhañ. & Sevel e gein : dont da vezañ gwelloc'h e stad. & Flourañ kein ub. : komz brav outañ evit bezañ deuet-mat dezhañ. & Sachañ ar c'harr* war e gein. & Bezañ sec'h e gein : bezañ pizh. & Ober kein d'ub. : sikour ub. da bignat dre ginnig e gein dezhañ da harp. & Lakaat e gein en e c'houloù : na c'houzout petra a reer, ober udb. hep gouzout dezhañ. 3. Dre ast. Rann eus ar c'horf a dap eus an divskoaz d'ar peñsoù. DHS. chouk, dargreiz. 4. (db. al loened) Lodenn grec'h korf al loened. Lakaat ur samm war gein an azen. II. Dre heveleb. 1. (db. an arrebeuri) Lodenn a-dreñv ur pezh arrebeuri. Kein ur gador : lodenn ma vez harpet ar c'hein outañ. Kein un armel. 2. (db. ar savadurioù) Tu a-dreñv ur savadur. An ti-se zo troet e gein d'an hent. A-dreñv kein an ti. 3. (db. al levrioù) Lodenn gostez ul levr a ere an daou c'holo. 4. (db. al lavnennoù) Tu enep an dremm. Kein ur falz. HS. kil. 5. Trl. Korf Kein ar c'har : tu a-raok ar c'har (I A 2). DHS. kof-gar. HS. kribenn. 6. (db. ar bigi) Pezh kreiz hir e traoñ ur vag m'eo diazezet ar c'houc'h warnañ. Friket eo bet kein ar vag war ar reier. 7. Trl. [1931] Kein Breizh, Kein ar Vro : moranv a roer da Venez-Are. & Kein an ti : lein an ti. III. Tr. adv. 1. (db. daou zen) KEIN-HA-KEIN, KEIN-OUZH-KEIN : kein an eil troet ouzh kein egile. & Dre skeud. El lez-varn e oant bet lakaet kein-ouzh-kein o daou : disklêriet e oa bet n'edo ar gwir na gant an eil na gant egile. 2. A-DREÑV-KEIN : a-dreñv. Sellet a-dreñv-kein. 3. KEIN-DRE-GEIN : mesk-ha-mesk. Pa goroll em fenn paour ma soñjoù kein-dre-gein. 4. Rannyezh. E-TRO-KEIN, TRO-KEIN : a-dreñv. IV. Tr. ar. 1. Rannyezh. E-TRO-KEIN [DA] : a-dreñv [da]. E-tro-kein an iliz. 2. Rouez A-GEIN (DA, GANT) : a-dreñv (da). Emañ an avel a-gein dimp.

Skouerioù istorel : 
100
Kuzhat roll ar skouerioù

kein

1499
Daveenn : LVBCA p111 (dos)

pleg ar c'hein

1499
Daveenn : LVBCA p22, 111, 165 ('pli du dos -échine ?-')

bosenn er c'hein

1499
Daveenn : LVBCA p39, 70, 111 (boce au dos)

kein

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dos

troc'h mell-kein

1699
Daveenn : Har. pg kein

treiñ e gein

1732
Daveenn : GReg pg (tourner le) dos

ma welin prest ho kein

1732
Daveenn : GReg pg (vite, tournez moi le) dos

distroit prest seulioù ho treid

1732
Daveenn : GReg pg (vite, tournez moi le) dos

dougen war e gein

1732
Daveenn : GReg pg (porter sur le) dos

ober kein

1732
Daveenn : GReg pg (s'eforcer de soûtenir du dos)

mat eo e gein

1732
Daveenn : GReg pg (il a bon) dos (il supportera bien cela)

kein mat en deus

1732
Daveenn : GReg pg (il a bon) dos (il supportera bien cela)

Yann sec'h e gein

1732
Daveenn : GReg pg dur (à la desserre)

frotañ e gein galus da ur re

1732
Daveenn : GReg pg galer

sec'h e gein

1732
Daveenn : GReg pg dur (à la desserre)

kein Breizh

1732
Daveenn : GReg pg Are

stag e groc'hen ouzh e gein

1732
Daveenn : GReg pg dur (à la desserre)

kein ar gador

1732
Daveenn : GReg pg dossier (de chaise)

ur figur kein kromm

1732
Daveenn : GReg pg dos (d'ane, un corps qui a deux surfaces inclinées l'une vers l'autre)

kein bolzek

1732
Daveenn : GReg pg dos (d'ane, un corps qui a deux surfaces inclinées l'une vers l'autre)

kemeret war e gein, war e chouk

1732
Daveenn : GReg pg endosser (mettre sur son dos)

lakaat war e gein

1732
Daveenn : GReg pg endosser (mettre sur son dos)

livenn ar c'hein

1732
Daveenn : GReg pg échine (épine du dos)

lakaat ar blam eus a un dra war gein ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (donner le) blâme (d'une chose à quelqu'un)

troet en deus e gein deomp

1732
Daveenn : GReg pg (il nous a tourné) casaque

troet en deus kein deomp

1732
Daveenn : GReg pg (il nous a tourné) casaque

bez en deus bet war e gein

1732
Daveenn : GReg pg (on lui a donné sur le) casaquin

nep zo stag e groc'hen oc'h e gein

1732
Daveenn : GReg pg chiche (qui craint de dépenser)

harpañ e gein ouc'h un dra

1732
Daveenn : GReg pg adosser

dougen war e gein, pe, war bouez e c'houzoug, ur banerad merserezh

1732
Daveenn : GReg pg colporter

merkañ, merkiñ, kein ur skrid gant ul lizherenn, pe ur chifr

1732
Daveenn : GReg pg cotter (marquer une piece d'une lettre &c. pour la trouver au besoin)

kein kromm

1732
Daveenn : GReg pg dos (d'ane, un corps qui a deux surfaces inclinées l'une vers l'autre)

qéyn oh qéyn

1732
Daveenn : GReg pg dos (à dos. Van)

manifik e oar ober kein

1732
Daveenn : GReg pg (il a bon) dos (il supportera bien cela)

kein

1732
Daveenn : GReg pg dos (le dos de l'homme, ou de l'animal) (le) dos (du poisson, du cheval, d'un livre, d'un coffre), dossier (où l'on appuie sur le dos)

keinoù

1732
Daveenn : GReg pg dos (le dos de l'homme, ou de l'animal), dossier (où l'on appuie sur le dos)

keinoù

1732
Daveenn : GReg pg dos (le dos de l'homme, ou de l'animal)

ar c'hein

1732
Daveenn : GReg pg dos (le dos de l'homme, ou de l'animal)

ar c'hein

1732
Daveenn : GReg pg dos (le dos de l'homme, ou de l'animal)

e gein

1732
Daveenn : GReg pg (son) dos (parlant d'un homme)

he c'hein

1732
Daveenn : GReg pg (son) dos (parlant d'une femme)

c'hwezañ e gein

1732
Daveenn : GReg pg (faire le gros) dos (se voûter à dessein)

diwar gein

1850
Daveenn : GON.II p.7, intro. "de dessus le dos"

Ur bouteg a zouge war e gein.

1850
Daveenn : GON.II pg boutek (Il portait une hotte sur le dos).

kein

1850
Daveenn : GON.II pg kefn, kein (et dans les livres et écrits anciens "kefn" ou "kevn").

kein

1850
Daveenn : GON.II pg kefn, kein (Dos, la partie de derrière de l'animal entre les épaules et les reins. On le dit aussi en parlant du dos d'un coffre, d'un siège, etc. De plus, la quille d'un vaisseau), kevn, kîl

kein-ouzh-kein

1850
Daveenn : GON.II pg kein (dos à dos).

keinoù

1850
Daveenn : GON.II pg kein (Dos, la partie de derrière de l'animal entre les épaules et les reins. On le dit aussi en parlant du dos d'un coffre, d'un siège, etc. De plus, la quille d'un vaisseau. Pl.)

kein

1850
Daveenn : GON.II pg kein (et dans les livres et écrits anciens "kefn" ou "kevn"), kevn (Voyez "kein").

N'eo ket uhel a-walc'h ar wezenn-se evit ober gantañ kein ul lestr.

1850
Daveenn : GON.II pg kein (Cet arbre n'est pas assez haut pour en faire une quille de vaisseau).

Troit ho kein.

1850
Daveenn : GON.II pg kein (Tournez le dos).

livenn ar c'hein

1850
Daveenn : GON.II pg liven

mann-kein

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mann (-kein)

Kranañ e gein a-ouez an holl n'eo ket dereat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kréña, kraña (Il n'est pas poli de se gratter le dos en compagnie).

e gein

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "son dos" (parlant d'un homme)..

He c'hein

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "son dos" (parlant d'une femme).

Ar c'hein eus a ul lestr a zo kuzhet en dour.

1850
Daveenn : GON.II p.59, "La quille d'un vaisseau est cachée dans l'eau".

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein.

1867
Daveenn : MGK p23

Setu eno ho kefridi. Mar he grit mat, e c'hellot kaout kant tra : pastelloù kig, bevin-ejen ha maout, kement d'ho koan evel d'ho lein. Hag ouzhpenn, meur a zorn d'ober flourik d'ho kein.

1867
Daveenn : MGK p8

Tud gaouiat ha fallakr, perak p'emaomp e blein, / Ne viromp oc'h hor c'harr da dumpañ war hor c'hein ?

1867
Daveenn : MGK p85

Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3-4

Ar soudarded a gave ken aes mont en o hent evel chom da glask trabas ouc’h an Aotrou Breton, hag a droas ker buan kein evit mont d’an iliz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.246

Ya, mes Loull ar Bouc’h ne zigoro ket e zor evit kaozoù. Ret e vezo din lavaret oc’h deuet da zigas dezhañ ur beleg tizhet ganeoc’h en un ti bennak el lec’h m’hen dalc’het e kuzh ; neuze marteze e tigoro, ha c’hoazh ne ouzon dare, rak aonik eo an tamm anezhañ, ha morailhet mat e vez an dorioù war e gein e-pad an noz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.116

Kerkent an eor a voe savet, al lien a voe astennet war ar gwernioù, hag al lestrig bihan a droas penn war-zu Bro-Saoz ha kein da zouar Breizh-Izel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.24

Ar paour a oa e-kichen an nor a astennas ivez prim e zorn ; kregiñ a reas gant hast en tamm bara, ha ker buan e troas kein d’an ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.150

E-pad ma kleven trouz ha krosmol dre an ti, ha ma kave din n’oa den tost d’ar siminal, e lakis va fuzuilh, a yoa atav ganen, evel a ouzoc’h, eeun a-dreñv a-hed livenn va c’hein.

1878
Daveenn : EKG.II p.138

Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kromm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gludañ war he skoaz ha da gomz dezhi e pleg he skouarn [12]. »

1923
Daveenn : SKET p.34

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Daveenn : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

Ha Vindosêtlos kerkent ha mouchañ e zaoulagad gant e zorn, gorren prim e horell, treiñ kein d’ar prad ha tec’hout dre ar c’hoad !

1924
Daveenn : SKET.II p.34

Pignat a eure war e gein, hag eñ, e gelc’hig-aour o ruilhañ en e raok, d’an daoulamm a-hed holl gildroennoù an aod.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Pa veze ar bugel war vezañ skuizh gant ar c’hoari, ez ae an doueez war c’hwen he c’hein hag e rae dezhañ lammat etre he daouarn.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

Biskoazh, eta, ne voe lakaet gant Vindosêtlos kabestr en e benn na dibr war e gein. Biskoazh ne wiskas an ebeul an disterañ harnez.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Hag en noz teñval ar Gwennili ac’h a, ac’h a, pounner : kouezhañ a ra en plegioù ar gwagennoù, sevel a ra war o c’hein, pleget dindan an avel, glebiet gant an strinkadennoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.109

Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ae an taol da zifarleañ : adieu vat ! Ar Gwennnili, skañv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar paotr, sentus ar vag a vire a vourzh evel ur gornigell. Chañje eo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Itron e vo Janedig !… Ha kaer o deus lavaret penaos an itron gozh a zo gwall gazus, tost, ken tost ken he dije touzet kein ul laouenn-dar, lavaret penaos ar marc’heg, goude marv e vamm, ac’h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazhon ha da Bariz — da c’hortoz, itron e vo Janedig, en karroñs ec’h aio Janedig, ha, n’eus forzh petra a c’hoarvezo, pemzek kant skoed leve he devo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Daveenn : SVBV p.15

stag e groc'hen ouzh e gein

1931
Daveenn : VALL pg avare

kein

1931
Daveenn : VALL pg arrière

evel kein ur wiz

1931
Daveenn : VALL pg (en dos d')ane

sec'h e gein

1931
Daveenn : VALL pg avare

ken dost ken en dije touzet kein ul laouenn-dar

1931
Daveenn : VALL pg avare

kein-ha-kein

1931
Daveenn : VALL pg à2 (dos-à-dos)

kein Breizh

1931
Daveenn : VALL pg Arrée

kein-ouzh-kein

1931
Daveenn : VALL pg a

Arabat e vije krediñ o doa ar serjanted hag ar gaporaled an disterañ doujañs ouzh ar « vibien d’o zadoù » a raed ouzhimp ‘drek hor c’hein.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.

1944
Daveenn : EURW.1 p54

Ar pezh a zisplije ar muiañ d’an daou zen e oa plegañ o c’hein.

1944
Daveenn : ATST p.26

Tostaat a rejomp goustadik ouzh ar porrastell, ha pa oa troet e gein gant ar porzhier, en em siljomp dre an nor vihan er-maez.

1944
Daveenn : EURW.1 p35-36

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Bremañ, serjant, prim ul lêrenn / Pe ur gordenn evit eren / E zaouarn dezhañ 'dreñv e gein.

1960
Daveenn : PETO p39

En em gavet eo, er presbital, ar c'habiten hag e soudarded c'hwec'h pe seizh anezho, gant Pêr an Hir ar maer kozh, liammet e zaouarn a-dreñv e gein.

1960
Daveenn : PETO p45

Lamm dezhañ prim a-stok e gein !

1960
Daveenn : PETO p51

Dre forzh mont e teu koulskoude, anat eo, an dougerien da skuizhañ, hag e teu ar c'hwezenn da redek puilh diwar o c'heinoù gelldu.

1985
Daveenn : DGBD p35

Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.

1999
Daveenn : KOKE.II p94

Lavaret em boa dezhi dont tre evit ma rojen dezhi ur werennad dour met treiñ kein he doa graet ha tec'het e oa kuit d'ar red.

2015
Daveenn : EHPEA p75

Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Notennoù studi

Menegiñ a ra ar Gonideg (GON.II) ar stummoù "kefn" ha "kevn" a vez kavet "e levrioù ha skridoù kozh" hep skrivañ pelec'h ent-resis.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial