Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den a gelenn, zo e vicher kelenn. Ur c'helenner war ar skiantoù, war al lizhiri. HS. mestr, mestr-skol, skolaer.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

kelennerien

1732
Daveenn : GReg pg dogmatiseur

kelenner

1732
Daveenn : GReg pg dogmatiseur

kelennerien

1850
Daveenn : GON.II pg kélenner (Celui qui instruit, qui enseigne. Professeur. Précepteur. Régent. Instituteur. Dogmatiseur. Correcteur. Pl.)

Da gelenner eñ roin deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg kélenner (Je vous le donnerai pour précepteur, pour correcteur).

kelenner

1850
Daveenn : GON.II pg kélenner (Celui qui instruit, qui enseigne. Professeur. Précepteur. Régent. Instituteur. Dogmatiseur. Correcteur).

gwir eo en deus bet da gelenner ur mailh en e vicher

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

An Drouized a vez graet diwar gelennerien uhel, skrivagnerien war danvez an doueelezh, an eneelezh, ar speredelezh, hag all.

1909
Daveenn : REZI p. 5

Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.

1923
Daveenn : SKET p.16

Da Alzasiz eo deuet an enor da ziskouez ar skouer vat da gelennerien hor bro.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

Kervarker, Prosper Proux, ha neubeut amzer goude, An Uhel, gant e levr Bepred Breizhad, setu eno ma zri gelenner kentañ war ar gwerzioù brezhonek.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Pa oan arru er c'hwec'hvet em boa da gelenner an aotrou abad Louis Le Clerc a veze graet « Cigogne » anezhañ en abeg ma oa hir e c'houzoug.

1944
Daveenn : EURW.1 p39-40

An aotrou Jozeb Loth, kelenner keltiek e Skol-Veur-al-Lizhiri Roazhon, a brezegas war "Donedigezh Breizhiz Breizh-Veur e Breizh-Vihan".

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

An aotrou Milon, ar c'helenner, a oa just o klask gouzout pelec'h edon, rak moarvat en devije, diwar an deiz kentañ a viz genver '37 ur plas labour evidon.

1985
Daveenn : DGBD p5

"Keti Sec'htaridi a oa kelennerez din er skol kentañ-derez Nnn 1 en Egaleo," emezi deomp kent stagañ da ouelañ en-dro.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Kinniget e oa bet d'ar rummadoù sokial a lakae urzh an traoù en arvar mont da skolaer, da gelenner, da enklasker er skiantoù sokial, da edukatour, da labourer sokial, da vuhezour sokio-sevenadurel, da implijad en ur gevredigezh pe en un aozadur denegour.

2015
Daveenn : DISENT p153-154

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial