Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. (db. ar greun, an torzhelloù) Kregiñ da greskiñ, d'ober plant nevez. Ouzh terennoù an heol e kellido an avaloù-douar. Alies e laka glaveier miz Eost ar greun da gellidañ en duilhoù. HS. brageziñ, broudañ, diwanañ, eginañ. 2. Dre ast. (db. ar vugale) Kregiñ da greskiñ. Ne oac'h c'hoazh nemet hanter vousig, me o kellidañ hag ar re yaouank o c'hortoz diwanañ. 3. (db. ar mennozhioù, ar santadoù, ar santadurioù, ha kement zo) Kregiñ da zont war wel, d'astenn. N'ankounac'haomp ket ez eo er glac'har e kellid bepred an trec'h. Setu an douar ma kellidas ennañ greunenn ar frankiz. Mont a ray buan ar goañv e-biou hag e kellido adarre an nevezamzer. HS. diwanañ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

kellidañ

1499
Daveenn : LVBCA p112 ('germer')

kellidañ, brousañ pe vourjonañ

1499
Daveenn : LVBCA p41, 44, 112, 159 ('germer')

kellidañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg germer

kellidañ a ra an ed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quellida (a ra ã it)

kellidañ

1699
Daveenn : Har. pg kellidañ (germer, produire)

kellidañ

1732
Daveenn : GReg pg germer (pousser un germe)

kellidet

1732
Daveenn : GReg pg germer (pousser un germe, pp.)

kellidañ

1850
Daveenn : GON.II pg kellida (Germer, produire le germe au dehors. Pousser, en parlant des plantes et autres végétaux), didinva, didinvi, hégina

Kellidañ a ray an ed gant ar glav.

1850
Daveenn : GON.II pg kellida (La pluie fera germer le blé).

Ur bugelig he devoa maget karantezus hag anaoudek ; ar c’hreunenn hadet en kalon ar paotr kellidet eo, diwanañ a raio nerzhus (hen gouzout a ra bremañ !) ; hi a savo war he c’horzenn : Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

En e galon, don-don en devoa kuzhet e garantez a vugel. Hag eno, en disheol, e galon en devoa lezet anezhi da gellidañ, da ziwanañ, da vleuniañ, bleuñvennig kizidik ha tener.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Notennoù studi

Stumm ar C'hatolicon (1499) a gaver skrivet "qnellidaff" dre fazi. An "n" zo da vezañ lennet "u" e gwirionez.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial