Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad kemenn udb. dre gomz, dre skrid, h.a. Kemennadenn a-berzh ul levierezh stad. Kemennadenn evit resisaat krefen zo eus obererezh ub. 2. Skrid, testenn a gemenn udb. Kas ur gemennadenn d'ar c'hazetennoù.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

A-zehou din e welan ur bestal hag a ziskouez, e-lec'h dilhad pe boteier, kemennadennoù, liketennoù ha skritelloù.

2015
Daveenn : EHPEA p93

Ne c'haller soñjal ken e-barzh hon obererezhioù hep teurel evezh ouzh ar skeudenn a chomo dioute war o lerc'h, nag er gemenadenn a felle dimp skignañ gant an taolioù-se.

2015
Daveenn : DISENT p81

A-raok an taol e vez savet ur gemenadenn a-ratozh evit ar mediaoù

2015
Daveenn : DISENT p217

Ha paotr ar pellgomz da gas ar gemenadenn dre bostel - ha dre faks ivez ma 'z eo posupl, rak efedusoc'h eo - d'an holl darempredoù roet gant an den e-karg deus ar mediaoù, peotramant da gontaktoù ar mediaoù hag a zo bet dibabet peogwir int pouezus ha "strategel" evit ar c'houlzad-stourm-se.

2015
Daveenn : DISENT p130

Troc'het trumm eo ar gemennadenn.

2016
Daveenn : BARDF p. 60

Enrollet eo bet ar gemennadenn war an hezougell.

2016
Daveenn : BARDF p. 60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial