Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Trl. Doare ma roer udb. da anavezout da ub. dre gomz pe dre skrid. Kas kemenn da ub. : reiñ udb. da c'houzout dezhañ. Kas a ris kemenn dezhañ e oa marv e dad. Degasit kemenn din. [1877] [...] da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h. [1878] Abalamour da se em boa lakaet kemenn d’an holl dud a galon a Vro-Leon, hag eus a Gerne zoken, dont d’hor c’haout da vourk Berven. 2. (db. gwir an Iliz) Embann ma ro an eskob da c'houzout alioù pe urzhioù d'ar feizidi. Dre hor c'hemenn-ni, eme an Ao. an eskob. & Lizher-kemenn : skrid ma ro an eskob e alioù, e urzhioù. 3. Galloud roet gant un den d'un den all evit ober en e anv. Dre gemenn e dad on deuet amañ. II. G. Gwechad kemenn (II 3). N'en deus ket sentet ouzh ar c'hemennoù. Ned eo ket ur ped eo ; ur c'hemenn ne lavaran ket : ret eo mont ! HS. gourc'hemenn, urzh.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

kemennoù

1850
Daveenn : GON.II pg kémenn (Mandement. Commandement. Ordonnance. Injonction. Ordre. Précepte. Fief. Message. Pl.)

kemenn

1850
Daveenn : GON.II pg kémenn (Mandement. Commandement. Ordonnance. Injonction. Ordre. Précepte. Fief. Message), urs, urz

N'en deus ket sentet ouzh ar c'hemennoù.

1850
Daveenn : GON.II pg kémenn (Il n'a pas obéi aux ordres, aux ordonnances).

Ar vaot hag hi dister, a gomz hag a gelenn, / Hag ar goulm wenn / Ya da welet dre 'r vro, ha da zegas kemenn.

1867
Daveenn : MGK p49

Ur wech ma o doa klevet an hent da vont da Sant-A[l]bin, o doa klevet ar pezh a glaskent, ha ne voent ket dievezh a-walc’h evit disklêriañ da zen ar pezh a yoa en o spered, rak mar o divije lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-A[l]bin, dek den el lec’h unan a vije kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36-37

Abalamour da se em boa lakaet kemenn d’an holl dud a galon a Vro-Leon, hag eus a Gerne zoken, dont d’hor c’haout da vourk Berven.

1878
Daveenn : EKG.II p.103

Deut ar paotr da vezañ ur gwaz, paotr yaouank a driwec’h vloaz, paotr kreñv ha kalonek, paotr ivez a skiant-vat, lemm a spered, ha, gant alioù ha kemennoù ar c’habiten, ur martolod eus ar re wellañ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.169

kas kemenn

1931
Daveenn : VALL pg avertir, avertissement, avis

Da glozañ, ma barzhoneg e koun eus Kann Hohenlinden, - unan war gemenn, ha nebeut awenet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

An holl en em renkas e-kreiz ar porzh, dre glasoù, beleien yaouank a gemeras raktal ar c'hemenn, hag e oamp kaset d'ar chapel evit ar « salud ».

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Deomp-ni, ma Jezuz, maerioù kaezh, / 'N em geitañ mat ne vo ket aes, / ' Touez kement all a lezennoù, / A urzhioù strizh, a gemennoù.

1960
Daveenn : PETO p11

Un deiz e teuas kemenn dezhañ da "ziskenn" betek ar gêr-benn da ziambroug renerien vras ar gompagnunezh edo o labourat eviti; ar re-mañ a oa deut eus Paris da welout penaos e oa kont gant o aferoù, pe hini e oa buhez o implijidi, ha penaos e kase ar re-mañ o labour en-dro.

1985
Daveenn : DGBD p78

Graet em eus hervez e gemmennoù ha lakaet em eus Vlac'hakis, an tailhanter, ha Malliaresus, ar gwirier, e burev an atersadurioù, da c'hortoz ur pennadig.

2015
Daveenn : EHPEA p107

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial