Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.
Diwar ar bizhier maniok-se eo e vev dreist-holl tud ar vro, pouez pep hini eus ar bizhier-se a gemm hervez al lec'h, peurvuiañ e pouez pep hini etre ul lur ha daou.
A-greiz-holl e paouezas a virviñ, ha war un dro e teuas ar c'hediad da vezañ mouk-du, a-raok kemm adarre gorrek ha kemer ul liv gwer divoull.
"Ne gemmo netra. N'oc'h ket evit kompren va saviad", a eilgerias an doktor, strafuilhet en un doare anat.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kemm-digemm