Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. (db. an traoù) Lakaat da vezañ naet. Da Nedeleg diouzh an noz e kempennen ma botoù-koad. Ar plac'h a lavaras dezhañ kempenn dilhad an aotrou hag e votoù ivez. He moereb a reas dezhi kempenn an ti ag ar gwellañ. E pleg an dra-se e rankemp kempenn ar c'hrevier. HS. naetaat. & Trl. skeud. (db. an dud) Kempenn dilhad ub. : droukkomz anezhañ. 2. Ober war-dro (ub.). Ar glañvourez zo bet kempennet-brav en he gwele. [1924] Gonit a raio e vara, dorn a raio d’e vamm evit delc’her he ziegezh ha kempenn ar re vihan… 3. Diac'hubiñ. Ret e vo dit kempenn ar sanailh da lakaat foenn enni. HS. skarzhañ. 4. (db. ar boued, ar predoù) Aozañ. Kempenn koan. Hi a ouie kempenn boued mat. Ne reer ket begoù dirak ur glujar kempennet-mat. Mat eo an ourmel, met labourus int da gempenn. HS. fardañ, fichañ, terkañ. 5. Lakaat (udb.) pare. Kempenn legumaj d'ober soubenn. Lakaat a reas holl e albac'henn da gempenn ar c'hornad evit ar c'hrogadoù da zont. Kempenn e zouar da lakaat gwinizh. Kempenn un dro-gamm. HS. prientiñ. 6. Adlakaat (udb.) e stad vat. Kempenn an hent. Meur a dra am eus kavet da gempenn. HS. dresañ, renkañ, terkañ. 7. Fichañ, kaeraat. Kempennet e oa barlenn ar siminal gant delwennoùigoù koad. B. Dre eilp. Lakaat (ub.) e stad fall. Edomp war-nes o c'hempenn da vat p'en em gavas re all war al lec'h. HS. aozañ. II. V. em. 1. EN EM GEMPENN : ober e doare da vezañ brav da welet. Setu-hi d'en em gempenn, da lakaat c'hwezh-vat en he blev. Lavar yao d'en em gempenn. HS. (en em) fichañ. 2. [1877] EN EM GEMPENN DA : En em brientiñ d'ober udb. [1877] Distreiñ a reas buan d’ar presbital : kuzuliañ a reas ur pennadig e soudarded, ha kerkent e voe gwelet pep hini oc’h en em gempenn da vont en hent. III. Impl. dirak un av. En em brientiñ d'ober udb. Kempenn kimiadiñ diouzh ar bed. HS. danzen, fardañ, pourchas.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

kempenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accomoder, accoustrer, adiancer, aprester

kempenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dresser, equiper, preparer

kempenn ul lestr

1732
Daveenn : GReg pg agréer

kempennet

1732
Daveenn : GReg pg appreter, approprier, dresser (réparer), étoffer (garnir d'étoffe, assortir, orner)

kempenn

1732
Daveenn : GReg pg accomoder, arranger

kempennet

1732
Daveenn : GReg pg accomoder

kampeenniñ

1732
Daveenn : GReg pg appareiller, arranger

kampeennet

1732
Daveenn : GReg pg appareiller

en em gempenn

1732
Daveenn : GReg pg (s')agencer, (s') apprêter

en em gempennet

1732
Daveenn : GReg pg (s')agencer, (s') appréter

kempenn

1732
Daveenn : GReg pg façonner (donner à un ouvrage sa façon)

kempenn

1732
Daveenn : GReg pg dresser (réparer), étoffer (garnir d'étoffe, assortir, orner), façonner (donner à un ouvrage sa façon)

kempenn

1732
Daveenn : GReg pg agencer

kempennet

1732
Daveenn : GReg pg agencer

kempennet

1732
Daveenn : GReg pg arranger

kempennet

1732
Daveenn : GReg pg agréer

kempenn

1732
Daveenn : GReg pg appreter

kempenniñ

1850
Daveenn : GON.II pg kempennein

en em gempennañ

1850
Daveenn : GON.II pg kempenna (S'adoniser).

kempenn

1850
Daveenn : GON.II pg kempennein, kempenni (Arranger. Agencer. Mettre en ordre. Accomoder. Ajuster. Approprier).

kempennañ

1850
Daveenn : GON.II pg kempennein, kempenna (Parer. Caparaçonner).

kempennañ ur marc'h

1850
Daveenn : GON.II pg kempenna (Caparaçonner un cheval).

Kempennet-kaer eo.

1850
Daveenn : GON.II pg kempenna (Il est très-paré).

kempenniñ

1850
Daveenn : GON.II pg kempenna, kempenni (Arranger. Agencer. Mettre en ordre. Accomoder. Ajuster. Approprier), pg digempenni

Kempennit an dra-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kempenni (Arrangez ceci, mettez ceci en ordre).

kampenniñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kampennein (Voyez "kempenna").

An div intañvez-mañ, war zigarez c'hoarzhin, / O c'hoari, o vragal, diouzh noz ha diouzh mintin, / War o meno 'vit e gempenn, / A rae bemdez flourig d'e benn.

1867
Daveenn : MGK p63

Dre gement-mañ e welit oa bet start an traoù ganeomp hag hor boa kempennet brav a-walc’h Canclaux hag ar Prad, kerkoulz war hent Kastell hag e Kergidu.

1877
Daveenn : EKG.I. p.290

Anat e oa o doa c’hoant da jarneal ha da sakreal diwar-benn ar boned segovii, abalamour an darn vuiañ ac’hanomp a yoa ar boned-se ganto e Kergidu ; hag ar re a yoa chomet bev eus a soudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’haet penaos e oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost e oa bet dezho kaout holl ar marv war an dachenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308

Pep hini en em hastas da gempenn e fuzuilh ; an hini n’en doa ket, a yae da glask, ha kaout a rae, rak war bord ar mor, e pep ti peurvuiañ, e vez ur fuzuilh evit tennañ, e-pad ar goañv, war an houidi gouez a [z]eu, eus ar mor-don, da glask o zamm boued war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.196

Distreiñ a reas buan d’ar presbital : kuzuliañ a reas ur pennadig e soudarded, ha kerkent e voe gwelet pep hini oc’h en em gempenn da vont en hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.256

Neuze e veze skubet an ti, gwalc’het an dilhad, puret an annez, dreset ar brageier, al loereier, an hivizoù, ar rochedoù, neuze e veze gwalc’het o divjod, o daouarn, kribet o blev d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a veze kempennet pa chome ar vamm er gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841-842 (Miz C'hwevrer 1924)

Gonit a raio e vara, dorn a raio d’e vamm evit delc’her he ziegezh ha kempenn ar re vihan…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

En deiz-se, rust ar mor, mareoù bras anezhi, ar vugale ’ta a oa eno unanet a-raok ar gourlen, ur pennad mat a-raok, ha palioù, marrioù, pigelloù da doullañ, ha da sevel, da gempenn, da bentañ tier, tourioù, bagoù ha listri.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Deut e oa d’ar chapel evit he c’hempenn, he fentañ ; he merc’h yaouank hag ur vatezh a oa ganti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant eur viñs-enaou-tan.

1929
Daveenn : SVBV p. 6

kempenn

1931
Daveenn : VALL pg accomoder, agencer, ajuster, apprêter, arranger

Lavarit dezhañ dont da chom da Vontroulez e-pad daou viz, me a baeo dezhañ e zispign, hag ar garg en devo da gempenn din ur mister nevez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.97

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. Un drugar a oa dezhañ an dour o tiflukañ, yen hag herrus - miz Mae n'oa ken - dre e gorzhenn [sic « gorzenn »] houarn, el laouer vaen, diouzh kalon an douar.

1949
Daveenn : SIZH p.43

M'en em gav gant e vatailhon / Pa vimp o kempenn an hailhon / Sur-mat d'en lazhañ hon harzo.

1960
Daveenn : PETO p70

Ne vimp ket trubard ez keñver / Ha pemp munudig ' roomp dit / Da zilorañ ha kempenn stad / Da ene lous, 'raok ma 'z ay kuit / Da glevout reizh setañs Hon Tad.

1960
Daveenn : PETO p76-77

Ar giz a oa gant douarourien hor c'hompagnunezh, koulz ha gant ar gartennourien, da zilezel al labour diavaez eus hanter miz here betek miz kerzu, hag eus hanter veurzh betek penn kentañ miz mae, mont da greizenn Nenghe-Sika da glask goudor, da labourat en disglav, da renkañ o notennoù, da gempenn ha da glenkañ ar vein bet dastumet, d'en em glevout gant ar geneiled...hag ivez da ziskuizhañ.

1985
Daveenn : DGBD p95

Kempennit lec'h an obererezh evel ma rafe ul leurenner c'hoariva prederiet gant ar fed e rank an arvesterien kompren mat.

2015
Daveenn : DISENT p81

An itron Anna, honnezh a ren an ti. Div wezh ar sizhun e teu ivez div Jorjianez, da gempenn an ti.

2015
Daveenn : EHPEA p47

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial