Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
Gwir eo e c'hell bezañ ur c'hendegouezh met diwirheñvel a-walc'h e seblant din bezañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kendegouezhout