hep guened [sic] hep kened
Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.
Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !
kened
Da gaeraat he c'hened, an abardaez-se, n'he doa Palmira netra nemet teir jenoflenn ruz war he c'halon.
Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue.
Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.
Da c'houde e vez graet c'hoazh e-pad ur pennad ar c'horolloù er-maez, ha neuze tamm-ha-tamm e vezont distreset, ha kollet o zalvoudegezh hud hag o c'hened.