Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ezel d'ur c'hevredad labour pe d'ur gevredigezh e-keñver an izili all. Brudet eo ar c'helenner-se e-touez e genvreudeur.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

kenvreudeur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg coufreres

an holl kenvreudeur

1732
Daveenn : GReg pg (tous les) confrères

ar genvreudeur

1732
Daveenn : GReg pg confraternité (le corps de la Confrairie)

kenvreur

1732
Daveenn : GReg pg confrere (membre d'une Confrairie, d'une Profession)

kenvreudeur

1732
Daveenn : GReg pg confrere

an alvokad e genvreur

1732
Daveenn : GReg pg (l'avocat son) Confrere

Afit d'ho kenvreur.

1850
Daveenn : GON.II pg afa (Baisez votre confrère).

Kalz a genvreudeur en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg kenvreûr (Il a beaucoup de confrères).

kenvreudeur

1850
Daveenn : GON.II pg kenvreûr pg kenvreûr (Confrère, qui est d'une même compagnie).

kenvreur

1850
Daveenn : GON.II pg kenvreûr (Confrère, qui est d'une même compagnie).

Mes ma ne c’hellont ket tizhout hon Tad Santel ar Pab, e skoint war an eskibien, e genvreudeur, a ra, en e lec’h, dre bevar c’horn ar bed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

Daoust hag en em lakaat a rejont da dennañ o daou genvreur er-maez eus ar poull-dour ? Nann.

1878
Daveenn : EKG.II p.163

Kenavezo ar c’hentañ, a liviris da'm c’henvreudeur, ha me en hent, en ur jilgammat, a-zindan divaskell an Aotrou Doue ha va Ael mat.

1878
Daveenn : EKG.II p.22

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

E kevredigezh a[r] Werc'hez Vari e veze graet prezegennoù gant ar skolidi wellañ, war destennoù a bep seurt ; ar brezegenn a veze lennet gant ar skoliad d'ar genvreudeur all, ha pep hini en doa frankiz da rendaeliñ ha da vreutaat diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Kousket dous eo e holl genvreudeur, pep hini en e logig wenn, klozet diouzh bali ar gambr voutin gant ur ballenn lien tanav.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ober a reas egile un hej d'e skoaz. Ne gare ket nemeur e genvreur, abalamour d'e spered risigner.

1949
Daveenn : SIZH p.44

E-touez an douarourien nevez a oa degouezhet war-dro miz even ar bloaz '38 e oa ur c'henvroad din, hag ur c'henvreur war ar vicher, peogwir en devoa graet e studioù ivez e Roaz[h]on, Jean Vigouroux a oa e ano, hag e dud a oa o chom e Sant [-] Mark Brest.

1985
Daveenn : DGBD p194

Ha dres, d'ar mare ma oa divizet adsevel chantele iliz-veur Kemper e oa e penn an eskopti un den hag a veze graet "ar gall" anezhañ gant e genvreudeur en holl skridoù m'e veneger : an eskob Rainaud.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial