Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kêr zo e penn an urzhaz en ur Stad, ur vro, ur rannvro ; sez ar gouarnamant. Naoned ha Roazhon eo kêrioù-penn Breizh. 2. Kêr bennañ ur Stad, ur vro, ur rannvro. HS. kêrvamm.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Roazhon oa kêrbenn Breizh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg Roâzon

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Diswalc'het ha distan e kaver an aer en deiz war-lerc'h, pa rejomp tro Inizi Los evit antren e porzh Konakri, kêr-benn Ginea.

1985
Daveenn : DGBD p17

Paz an tre ez eo degaset en-dro da wirvoud pemdeziek ar gêr-benn.

2015
Daveenn : EHPEA p53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial