Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (er Grennamzer) Hollad ar gwirioù hag ar galloud en doa un aotrou war douaroù a oa, war tud a oa. 2. Dre ast. Barregezh, galloud zo gant ub., ur strollad tud, un ensavadur, da ren war tud all, da lakaat tud all da sentiñ. Kaout aotrouniezh war ub. Anzav, nac'h aotrouniezh ub. Bezañ dindan aotrouniezh ur bobl. & Trl., dre verr. An aotrouniezh kevredik : aotrouniezh an ensavadurioù kevredik. HS. beli, dalc'h. 3. Dre ast. Mestroni. An nerzh hag an arc'hant a ro aotrouniezh d'an dud war ar bed. II. B. 1. (er Grennamzer) Tachad douar en doa un aotrou gwirioù warnañ, a oa dindan dalc'h un aotrou. Holl dud an aotrouniezh a ranke malañ e milinoù an aotrou. 2. (en e furm lies) Pennadurezhioù. An aotrouniezhoù relijiel.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

aotrouniezh

1499
Daveenn : LVBCA p25 (seigneurie)

aotrouniezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg domaine, seigneurie, autrouniez

Eus e aotrouniezh e talc'han.

1850
Daveenn : GON.II pg aotrouniez (Je relève de sa seigneurie).

aotrouniezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg aotrouniez (Seigneurie. Maîtrise. Autorité. Juridiction), otroniez

aotrouniezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg aotrouniez (Hors de Léon, ôtroniez ou ôtrouniez ), pg otroniez

Dindan ma aotrouniezh emaoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg aotrouniez (Vous êtes sous mon autorité, sous ma juridiction).

"aotrouniezh" gg.

1923
Daveenn : SKET p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Seigneurie, domination".

aotrouniezh

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aotrou

aotrouniezh

1931
Daveenn : VALL autorité

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

Plijout a rae din sellout pizh ouzh an dud izel, ouzh ar vicherourien a boanie da zerc'hel war un ton bras aotrouniezh Doneraile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial