1. Anv daouzekvet miz ar bloaz, ennañ un deiz ha tregont.
2. (goude ar ger miz)
Ar miz-se.
E miz Kerzu. D'ar 25 a viz Kerzu emañ Nedeleg.
EVEZH.
Ne lakaer ger-mell ebet dirak Kerzu, na dirak miz Kerzu kennebeut prl.
Eozen Roperzh[,] kredet kerzh[,] a Gerdu / En kompozas[,] ur paz ne fallas tu / Bede 'n isu[,] hag en kontinuas
Euzen Roperz credet querz a kaerdu / En composas vng pas ne fallas tu / Bedenn yssu hac en continuas
1499
Daveenn :
LVBCA
p15, 21, 34, 71, 72, 94, 103, 113, 119, 121, 125, 149, 157, 200, 201 ('Eozen Roparzh, croyez certainement, à partir de décembre / Le composa, sans une fois faillir / Jusqu'à la fin et le continua')
Kerzu
querzu
1499
Daveenn :
LVBCA
p113 (decembre)
miz qerzu
1732
Daveenn :
GReg
pg decembre
Kerzu
qerzu
1732
Daveenn :
GReg
pg decembre
Keverdu
qeüerdu
1732
Daveenn :
GReg
pg decembre
Keverdu
qeverdu
1732
Daveenn :
GReg
pg decembre
Kerdu
qerdu
1732
Daveenn :
GReg
pg decembre
Keverdu
kéverdu
1850
Daveenn :
GON.II
pg kerzu (le mois de décembre. En Vannes), kéverdu (Voyez "kerzu").
Kerdu
kerdu
1850
Daveenn :
GON.II
pg kerdu, kerzu (Décembre, le dernier mois de l'année).
Kerzu
kerzu
1850
Daveenn :
GON.II
pg kerdu, kerzu (Décembre, le dernier mois de l'année), kéverdu, dû
miz kerzu
mîz kerzu
1850
Daveenn :
GON.II
pg kerzu (le mois de décembre).
« Atav oc'h lojet tost da neizh filip an doenn ; / Gwisket e miz Kerzu, evel e miz Even ; / En hañv evel er goañv[,] c'hwi a zo hoc'h-unan, / Ho skeud[,] ho mevel bras hag ho mevel bihan.
» Atao oc'h lojet tost da neiz filip ann doen ; / » Gwisket e miz kerzu, evel e miz even ; / » Enn hanv evel er goanv[,] c'houi a zo hoc'h-unan, / » Ho skeud ho mevel braz hag ho mevel bihan.
1867
Daveenn :
MGK
p123
War holl bapero[ù] eus ar vro a zo bet komzet deus Milio Arzhur, marv en Lannuon an drivet warn-ugent a viz Kerzu.
War holl bapero euz ar vro a zo bet komzet deuz Miliau Arzur, maro en Lanhuon an drived war-n-ugent a vis Kerzu.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Miz Du, miz Kerdu : glav, avel, tourmant ruz.
Miz du, miz kerdu : glao, avel, tourmant ru (1).
1925
Daveenn :
BILZ2
p.108
Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. Neuze e paker anezhe, bodennet ma vezont a-vil-vern : ar sein vras dispaket, an daou benn anezhi a rae an dro d’ar c’hlodad gant pep a vag vihan.
Ar pesked-red a deu, war hon ôchou, entre hanter miz kerdu ha divez miz genver, evit leuskel o lêzenn pe o viou. Neuze e paker anê, bodennet ma vent a vil vern : ar zein vras dispaket, an daou henn anei a rê an dro d’ar c’hlodad gant peb a vag vihan.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.122
Degouezhet en Aod an Olifant e devezhioù kentañ miz kerzu 1946, ne erruas ganin kaout ar c'hasedoù am boa lakaet en hent a-raok kuitaat Pariz, nemet war-dro bloaz goude ; ha buan a-walc'h e vijen deuet en-dro a-raok n'am bije bet anezho !