Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv unnekvet miz ar bloaz, ennañ tregont deiz. Du ha Kerzu a anver ar mizioù du. 2. (goude ar ger miz) Ar miz-se. An eil a viz Du. EVEZH. Ne lakaer ger-mell ebet dirak Du, na kennebeut dirak miz Du prl.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

du eleze miz Du

1499
Daveenn : LVBCA p66, 69, 146 (nouembre)

miz du

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Nouembre

Gorsedd Barzhed Gourenez Breizh-Izel a zo ur gevredigezh anavezet gant lezenn Bro-C'hall, dre m'eo graet miridigezh e Reolennou a Ziavaez er "Préfecture de Police" an 23 a viz Du 1908, er stumm skrivet amañ war-lerc'h

1850
Daveenn : GON.II p.22

miz dû

1850
Daveenn : GON.II pg kerzu

Du

1850
Daveenn : GON.II pg dû

miz du

1850
Daveenn : GON.II pg dû

Miz Du anezhi. Berr an deiz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.170

Miz Du, miz Kerdu : glav, avel, tourmant ruz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.108

D'an 8 a viz Du e voe moullet ma c'hentañ gwerz e brezhoneg : MA ZELENN.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Ma fennad kentañ e brezhoneg a voe embannet e niverenn gentañ miz Du : un droidigezh e oa eus ur brezegenn graet gant an Eskob Dulong diwar-benn Sant Paol a Leon.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Ne oa ket ano da vont goude etrezek Kreizafrika. Rak kouezhet e oa ar vro-se, e miz du '40, etre daouarn ar re a oa a-du gant ar Jeneral de Gaulle.

1985
Daveenn : DGBD p6

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial