Livirit gourc'hemennoù Doue. En un Doue parfet e kredi, hag a veuli hepmuiken. Dre 'n anv anezhañ ne doui ket, dindan boan pep lec'h a bec'hed. Ar Sulioù hag ar gouelioù din a observi ker anterin. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. Muntrer ivez ne vezi ket a volontez nag a efed. Luksurius mir na vezi a efed nag a zezir mui. Laerezh, na viret madoù den hep e volontez na gra ken. Nag a-enep den falstesteni, gaou e-lec'h gwir ne liviri. Na zezir eur ar c'hig bizhviken, nemet gant pried hepmuiken. Madoù hentez na souet tamm d'o miret flamm injustamant.
Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !
n'en deus ket
n'en em reont ket
n'eo ket par, na tost zoken !
n'eus ket
hep ket a argu
kas da get
mont da get
n'e c'houzañvit ket
n'emañ ket er gêr
na rit ket a van !
n'emañ ket war e du
Job. — « Moereb, prest oc’h da gousket ? » Ar voereb. — « N’on ket. »
Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »
N'eo ket peuketa eo a reas kenskolidi ar breur Arturo. C'hoarzhin didro, ne lavaran ket, ha leiz [leizh] o begoù.
- Ha ma ne vije ket deut ?...
Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.
Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù ! N'oa ket evit gouzañv e vije flac'hotet. C'hoarzhet en doa ar breur Celestino a galon vat.
Ha ne c'hwezhe ket feson un arne war beoc'h e ene ?... Habask n'oa ket mui...
En amc'houlou emaint ; eñ, avat, a gouezh warnañ, diouzh an daou brenestr uhel houarn-barrennet, bannoù sklerijenn diwezhañ an deiz o vont da get.
Ha pa zegouezhas da hemañ, en derc'hent ar brezel diwezhañ - Pax omnibus ! - tarzhañ un dro bennak beure-mat e lenn Toulon, ha biskoazh den ne ouias na da biv na dra [sic, da] betra tamall ar gwalleur, e lenned er c'helaouennoù : Aet eo ar Frankiz da get !...
Met re ziwezhat e vijent bet o tihuniñ Tad kozh Fallières ha neb ’oa aet da gousket, rak ne badas ket pell ar burzhud-se, aet a-drak da get ken sioul ha ken prim ha ma voe ganet du-hont, pell-pell ha kaer am boa bremañ frotañ va daoulagad hanter drellet, netra ken ne welen nemet ar mor habask-tre bete pennig an dremmwel hag an oabl peurskarzhet gant e holl stered o lugerniñ, hervez ma krede din, kalz muioc’h eget a-ziagent.
N'eo ket kerzhout met nijal a rae mab va zad en ur zikenn gant an diri.
Nag evit se ! emezon, rak hervez ma kave din ne oan ket ur soner a netra.
Ha petra n’helled ket ober pe brenañ gant c’hwec’h[-]kant lur ?...
War-dro pemzek eur e pad an dreizhadenn hon eus da ober gant hor bag-dre-dan, hor pinasenn evel ma lavarer du-hont, ouzhpenn daou-ugent lev da ober gant ur vag ha n'eo ket eus ar re herrekañ.
ne oa ket ma yezh unan tonket da vont da get, evel an etruskeg, pe an ombreg, pe an hittiteg, pe me 'oar.
Me 'm eus degemeret ul lizher, ha n'on ket evit divizout ha rankout a ran pe get e ziskouez d'ar polis. Me a garje e fiziout ennoc'h.
Ar pakadoù poultr oa bet aozet ampart a-walc'h, ket ken pervezh ha pa vez graet gant un apotiker a vicher avat.
"Hyde", a adlavaras Lanyon. "Nann, morse klevet anv anezhañ. Ket er mare ma tarempreden Jekyll."
Berzh a reas Bigot, hep ket a var, ha talvoudegezh e labour a voe anavezet ha meulet e-maez Breizh.
Ne vint [obererezhioù zo] ket lakaet e pleustr nemet goude bezañ savet hor mouezh ha klasket tabutal gant doareoù hengouneloc'h d'ober.
Plijet e vo da nebeutañ pa n'eo ket bet dispignet arc'hant ar Stad evit ket ha netra e Rann moustrerezh an Torfederezh Kellidel, evel a soñje dezhañ.
A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.
Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.
N'eus ket gwashoc'h evit ober d'an dud faziañ, degas trubuilhoù da zerc'hel unvan ar strollad koulz ha diskar brud vat ar stourm.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
- Mar deuomp ac'hane pe get, n'eus ken gouezidi dioute holl.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ket-