Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. [1732, 1909, 1985, 2012] An eil e-kichen egile. An daou-se zo o chom kichen-ha-kichen. Tri breur emaint aze kichen-ha-kichen. [1985] Kousket a rejomp kichen-ha-kichen. [2012] Ar c'hloareg a lakaas an div follenn baper kichen-ha-kichen da geñveriañ pizh o endalc'had. 2. Tr. ar. Kichen-ha-kichen gant : tre en e gichen. Eñ zo kichen-ha-kichen gant hon ostaleri. HS. stok.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

kichen-e-kichen

1732
Daveenn : GReg pg bord (-a-bord)

kichen-ha-kichen

1909
Daveenn : BROU p. 213 (côte à côte)

Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.

1985
Daveenn : DGBD p6

Un dra bennak prevez, Ao.Utterson ? Ur gouviadenn da goaniañ, tra ken. Perak ? C'hoant hoc'h eus he gwelout ? Ur vunutenn nemetken. Trugarez deoc'h, Aotrou. Neuze e lakaas ar c'hloareg an div follenn baper kichen-ha-kichen da geñveriañ pizh o endalc'had.

2012
Daveenn : DJHMH p50

Kichen-ha-kichen e oant gourvezet war kouskedenn enk ar c'hombod.

2023
Daveenn : DREAM p. 98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial