Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Trl. Lakaat en e gichen : tamall (udb.) d'an-unan. N'hoc'h eus nemet lakaat en ho kichen, bremañ pa'z eo c'hoarvezet ganeoc'h. B. Tr. adv. [1867] EN UR GICHEN. 1. An eil e-kichen egile. En em gavout holl en ur gichen. Ni zo o chom en ur gichen. 2. A-gevret. O-daou ez eont mat en ur gichen. II. Adv. (en e furm vihanaat) War-bouez nebeut. Kichenik e oan pilet. HS. prestik.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

en ho kichen

1850
Daveenn : GON.II pg kichen (à côté de vous).

Da'm c'hichen

1850
Daveenn : GON.II pg kichen (auprès de moi).

Ul louzaouenn c'hwezh kreñv, ar serfilh e anv, / Hag ul louzaouenn all, kegid fall ha c'hwerv, / A oa en ur gichen savet tost d'un hent bras.

1867
Daveenn : MGK p71

— Setu aze peadra da goll ar penn, evit gwir ! Nec’h eus nemet ober un toullig aze e-kreiz ar c’holo, me a raio un all en da gichen ; goude-se e chachimp ur guchenn-all a golo warnomp hag e kouskimp c’hwek ac’hann da warc’hoazh vintin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.73

en ur gichen

1909
Daveenn : BROU p. 213 (côte à côte)

Distreiñ diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen.

1924
Daveenn : SKET.II p.36

em c'hichen

1931
Daveenn : VALL pg auprès

ez kichen

1931
Daveenn : VALL pg auprès

ha bezañ en ur gichen, n'en em welomp ket

1931
Daveenn : VALL pg bien (que nous soyons voisins nous ne nous voyons pas)

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

- Arabat tostaat ! a hopas ur vouezh en askre ar paotr. A-barzh m'en devoe bet tu da sentiñ pe da zisentiñ, e oa en he c'hichen.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Ken hegasus all eo d'an dud mont en douar : evel ma ne c'hell ket ar bagoù karget eus an treizh stokañ ouzh al lestr en abeg d'an houl, e vezont diskennet e seurt "paneroù" a-istribilh, plas enno da bevar pe bemp den, hag ur wech aet ar vag da gichen ar pont-douarañ, e vezont sammet war hemañ er memes mod.

1985
Daveenn : DGBD p20

Mont a reer goude da ober un dro betek rakkêr Anfa ha diskenn neuze dre gichen an aod.

1985
Daveenn : DGBD p13

Tapet em boa krog en dorzh vara a oa er plad en va c'hichen ha daouhanteriñ anezhi

2013
Daveenn : YUDAL p87

Ha me ma-unan ne ouzon ket penaos em eus gellet padout kement a vloavezhioù en e gichen, met paeañ mat a rae.

2015
Daveenn : EHPEA p49

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial