Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Renket-brav, en e lec'h, urzhiet. Traoù klenk. Lakaat ar c'hoad klenk. HS. kempenn. 2. Trl. Bezañ klenk war e draoù : o c'hempenn brav, bezañ aketus war o zro. 3. (db. an dud) Bezañ klenk war ub. : bezañ bac'het. Ken drouk eo, ken a rankfed e lakaat e lec'h ma vo klenk warnañ. II. Adv. Trl. A. (db. an traoù) 1. En un doare a ziskouez urzh. Ar yalc'h diskennet don ha klenk e godell e vragoù. Lakaat e gorn klenk ha kempenn e godell e chupenn vihan. Serret e voent klenk evel relegoù. 2. Mont klenk en ul lec'h bnk. : mont en e blas, klotañ dres. Sell pegen klenk voe aet ar gwele-se er c'hogn. 3. Serriñ udb. klenk : e renkañ. 4. (db. ar bigi) KARGAÑ KLENK : ingalañ, renkañ ar gargad e strad ul lestr. B. (db. an dud) En un doare a ziskouez kenurzh, sentidigezh. Evit delc'her an dud klenk en o flas. Neuze e teuas d'azezañ war e giz, klenkañ ma c'hallas. Touit din bremañ mirout klenk ar pezh em eus diskuliet deoc'h : mirout pizh. & Mont klenk dre an hent : sellet pizh ouzh an dispignoù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

kargañ klenk

1931
Daveenn : VALL pg arrimer

klenk

1931
Daveenn : VALL pg (s')adapter (qui s'adapte bien)

mont klenk gant

1931
Daveenn : VALL pg (s')adapter

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial