D’ar Sul, goude an oferenn-bred, leinet gant ar paotr, pe war ar pemdez, pa n’ ec’h ae ket ar vag d’an aod, Bilzig a gerzhe dre al lanneier, hag e teue gantañ e vec’h a raden hag a valan-bugel : raden evit klenkañ, pakañ ar pesked hag o delc’her fresk, balan-bugel evit ober skubelinier evit skubañ ha gwalc’hiñ an div vag.
Ya, m’am bije bet skiant da gregiñ da skrivañ pezhioù brezhonek adalek ar bloavezh 1905, gant ma vijent bet moulet holl pe embannet, ret e vefe kaout ur pikol levraoueg da glenkañ va oberennoù.
Pa veze kavet fosilenned e pade pelloc'h al labour, rak ret e veze klask tapout ar muiañ ar gwellañ eus ar re-mañ, merkañ eus pe lec'h e teuent, o c'hlenkañ, ha se a oa labour an hini, pe ar re ziwezhañ o lakaat e doareoù paneroù gwial a zougent war o c'hein.
Gouzout a rit e piv e lak ac'hanon da soñjal ? En dud diannez a gas hag a zegas gante o holl stalabard. Kousket a reont gantañ, mont ha reont gantañ ha bemdez en em glenkont en ul lec'h all.
Lakaet eo bet Mereditis en ur pezh bihan m'eur deuet a-benn da glenkañ e vurev, div gador evit ar weladennerion hag un armel a-zehoù dezhañ.
Aketus e rae un toull enno a-raok kregiñ da lenn, ha neuze e lenne anezho, an eil war-lerc'h egile, ha goude-se e klenke anezho en e renkell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
klenker