1. Hollad re vihan ur barez.
Ur c'hlodad yer munut. Ur c'hlodad moc'h bihan. Ar c'hizhier o devez tri c'hlodad ar bloaz. Klodadoù re vihan.
HS. gorad, neizhiad, nodad, torad.
2. Bandennad vras pe vrasoc'h a besked o vont a-gevret.
Ur c'hlodad morgazhed.
DHS. bank.
Ur vorgazhenn war listenn ar vag. Setu unan all, hag unan all : an drag he deus kavet ur c’hlodad morgazhed.
Eur vorgazenn war listenn ar vag. Setu unan all, hag unan all : an drag he deus kavet eur c’hlodad morgazed.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.111
Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. Neuze e paker anezhe, bodennet ma vezont a-vil-vern : ar sein vras dispaket, an daou benn anezhi a rae an dro d’ar c’hlodad gant pep a vag vihan.
Ar pesked-red a deu, war hon ôchou, entre hanter miz kerdu ha divez miz genver, evit leuskel o lêzenn pe o viou. Neuze e paker anê, bodennet ma vent a vil vern : ar zein vras dispaket, an daou henn anei a rê an dro d’ar c’hlodad gant peb a vag vihan.