Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(ls. ak. G. "kloareg") Tud a iliz. An holl vilinoù a oa perc'hennet gant an noblañs hag ar gloer.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Sammet evel muled, e treuzjomp kêr Wengamp da dapout an tren. E kazarn Charner, ‘kichen hent-houarn Sant-Brieg, e voemp lojet. Pevar ugent soudard a oa ac’hanomp, holl studierien, pe gloer, pe arzourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Flistrañ a reas ur c'hoarzh klapez un disterañ a-douez ar gloer yaouank. An Tad-Mestr, harpet e elgez war e zaouarn serret, a vousc'hoarzhas ivez, en ur sellout ouzh ar breur Arturo.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Dibennet eo ar roue kaezh, / An dispac'herien zo o ren ; / Er c'hêrioù koulz ha war ar maez, / Tud lik ha kloer, an holl a gren.

1960
Daveenn : PETO p28

Ouzh ar gloer sempl o deus touet, / Ouzh tud ar c'hargoù ' voe krouet / 'Vit mad hor c'hozh gouarnamant,/ Hag ouzh ar re ' laer ar madoù / ' Roas d'an Iliz hon tadoù/ ' Vagont kasoni dizamant.

1960
Daveenn : PETO p61-62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial