Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Savadur ma vez kaset paotred yaouank war o studi beleg. [1944] Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol. [1954] Dre-se, adal ma voen re vras da vont davet al leanezed, den nemeti ne gelennas he faotrig kent na voe poent e gas war du kloerdi Landreger.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

An aotrou person, an aotrou kure hag a veze hanter amzer du-mañ o tremen an amzer – amezeien e oamp ha mignoned vras - a voute war ma mamm da gas ac'hanon da gloerdi bihan Plougernevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p28-29

Mes war ar memes soñj gant ma c'herent e oa teir familh all eus ar barroz, kas o faotred d'ar golaj, hag an teir familh-mañ o doa dibabet kloerdi bihan Gwengamp, Itron-Varia-ar-Gabusined.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Dre-se, adal ma voen re vras da vont davet al leanezed, den nemeti ne gelennas he faotrig kent na voe poent e gas war du kloerdi Landreger.

1954
Daveenn : VAZA p.16

« Gant ma teuio davedon, emezañ div eur bennak bemdeiz [bemdez], gallout a rafe bezañ degemeret da vloaz er c’hlas eil-izelañ kloerdi bihan Landreger.

1954
Daveenn : VAZA p.37

Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».

1954
Daveenn : VAZA p.49

D’abardaez ’vat e voen galvet da gambr rener ar skolaj : « Ac’hanta, mabig, petra ’ c’hoari ganit ? – Ataoe, Aotrou, ne dalv ket ar boan lakaat va anv, peogwir ned in ket amañ da vloaz, rak o vezañ n’on ket troet da vont d’ar c’hloerdi bras, n’emañ ken va mamm-gozh, hervez va zad, e-sell da baeañ evidon ».

1954
Daveenn : VAZA p. 68

Gant se ’ta, goude an ehan-skol er bloavezh 1904, ez eas an darn vuiañ eus va c’henskolidi da gloerdi bras Sant-Brieg, darn all da Baris [Bariz], da Roazhon, Angers pe Lille da genderc’hel gant o studi.

1954
Daveenn : VAZA p.72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial