klouar
klouar
Ar sulvezh-se, sulvezh d’abardaez ha deiz pardon bras Lotei-Landremel, an amzer a oa klouar, ha, peogwir e oa bras an dour er stêr, Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.
- Azezit em c'hichen emezi. Mouezh an eostig-noz ; un isvouezh gourlañchenn, klouar ha sev. Hag o tont eus he c'horf, ur wrez kevrinus, a'n em sile en e wazhied-eñ.
Un tamm sebezet on bet gant keusteurenn Hollandiz, hag o bier klouar n'eo ket evit bezañ evet er broioù tomm : treut a-walc'h eo beajiñ war ul lestr ha n'eus ket a yenerez warnañ, dreist-holl pa vez bet al lestr-se o tommañ e-pad an deiz hep fiñval dindan an heol.
Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
klouaraat