I.
V.k.e.
1. Lakaat udb. tomm da vezañ klouar, udb. yen da vezañ klouar.
Klouaraat an dour a-raok doura ar plant.
DHS. freskaat, tommaat.
2. Dre skeud. (db. an dud)
Lakaat gred, birvidigezh (ub., udb.) da zigreskiñ.
Klouaraet eo bet gant an enebiezh ouzh e vennozhioù. Klouaraat ar gasoni o deus outañ.
ES. entanañ.
II.
V.g.
1. Dont da vezañ klouar.
Lakaat ar sistr da glouaraat en heol. Klouaraet eo an amzer.
DHS. freskaat, tommaat.
2. Dre skeud.
Dont da vezañ bihan e c'hred, e virvidigezh.
Klouaraat en e greañsoù. Klouaraat e servij Doue.
DHS. laoskaat.
HS. distanañ.
3. Mont er-maez evit analañ an aer distan.
III.
V. em.
EN EM GLOUARAAT : degas freskadurezh dezhañ e-unan.
Dour sklaer d'en em glouaraat.