1. Amzer glouar.
An nevezamzer gant he heol hag he c'hlouarijenn.
2. Klouarded, perzh ar pezh zo klouar.
Hadit meur a faouenn evit kavout klouarijenn edan o gwaskedenn. Deuet e oac'h da ziskuizhañ ha da glask klouarijenn e-tal ur bod roz.
HS. klouarded.
3. Santad eus ar c'horf pa vez klouar.
Reiñ klouarijenn pa vezer re domm.
HS. tommijenn, yenijenn.