Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. (en egor) 1. (db. an tachennoù) Zo lakaet ur gael, ur voger, h.a., en-dro dezhañ. Lakait se en ul lec'h kloz. Ne c'haller ket desevel gwazi evel ar yer en ul lec'h kloz. Ur porzh-kloz. 2. (db. an dorioù hag an traoù hevelebekaet outo) Serr. Kloz eo an nor. Mont a reas er-maez eus ar bez hep fiñval ar maen a oa kloz-mat àrnezhañ. 3. (db. an dilhad) Na lez netra da dremen. Bezañ gwisket gant dilhad kloz tro-ha-tro d'ar gouzoug. 4. A c'haller digeriñ ha serriñ. Ur gwele-kloz. Ur gador-gloz. B. 1. (en amzer) Echu. Ma devezh zo kloz. Kloz eo an amzerioù. Seizh miz kloz. 2. (db. an traoù a zaneveller) Echu, klok. Ar wech a zeu e kontin deoc'h un istor hiroc'h ha klosoc'h diwar-benn hennezh. C. 1. (db. al loened) Stummet-brav e gorf. An ebeul-se a oa ul loenig kloz. 2. (db. rannoù korf an dud) Serr. Kloz e oa e zaoulagad. Chomet e oa gant e veg kloz. & Trl. Bout kloz a veg : gouzout tevel pa vez ret. Arsa, c'hwi ma anav a-walc'h evit bout ur vaouez kloz a veg ! & Bezañ kloz e ribouloù : tevel. Kerzh eus ma daoulagad ha bez kloz da ribouloù ! & Trl. skeud. Bezañ kloz e veg evel ur gokouzenn : kloz-tre. II. Adv. A. 1. Kousket kloz : kousket don. Kousket kloz ha kalet betek ar mintin. 2. (db. an traoù a serr) Mat, e doare ma ne dremeno netra. Kloz e tiazez ar golo war ar pod. Serrit kloz ar prenestr. [1877] Serriñ a reas kloz an nor warnezhañ, ha mont a reas d’ar c’hougn teñvalañ. [1944] Tier ar vourc'hizien a oa serret kloz ouzh ar studierien. [2015] Prennañ kloz e c'henoù. 3. [2015] Serr. Delc'her kloz e zaoulagad. 4. Trl. Delc'her* kloz da ub. 5. Bageerezh Tost da roud an avel. Ha kloz out ? n'out ket c'hoazh, deus klosoc'h ! & Dont, delc'her kloz d'an avel : mont, chom tost da roud an avel. B. G. pouez. 1. Tre. Ar paotr a oa spontet-kloz. Ur vandenn soudarded armet-kloz. Prest-kloz eo da'z tegemer. Kollet-kloz eo ganto o liv. 2. (gant un agv. a ra dave d'un dra a c'hall bezañ klozet warnañ) Mat. Kuzhet-kloz e oa an arc'hantiri e korn al liorzh. Goloet-kloz e oa ar voest. Un armel alc'hwezet-kloz.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

pezel gloz

1499
Daveenn : LVBCA p116, 163 (escuelle close)

kloz

1499
Daveenn : LVBCA p116 ('clos')

kloz ha tenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg étroitement

derc'hel kloz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renfermer

briata kloz

1732
Daveenn : GReg pg embrasser (étroitement)

ur briata kloz

1732
Daveenn : GReg pg accolade, embrassement (tendre)

kloz

1732
Daveenn : GReg pg clos (close, qui est bien fermé), fermé

klozoc'h

1732
Daveenn : GReg pg clos (close, qui est bien fermé)

klozañ

1732
Daveenn : GReg pg clos (close, qui est bien fermé)

klozañ

1732
Daveenn : GReg pg clos (close, qui est bien fermé)

kloz ha tenn

1732
Daveenn : GReg pg étroitement (ou à l'étroit)

reiñ ur briata kloz ha start

1732
Daveenn : GReg pg (embrasser) étroitement

kloz ha tenn

1850
Daveenn : GON.II pg tenn

kloz

1850
Daveenn : GON.II pg klôz (Clos, hermétiquement fermé. "Klôz" s'emploie aussi adverbialement et signifie d'une manière close).

Ho kwele ne vezo ket kloz evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg klôz (Votre lit ne sera pas clos, bien fermé ainsi).

Serret kloz eo an nor.

1850
Daveenn : GON.II pg klôz (La porte est hermétiquement fermée).

Serriñ a reas kloz an nor warnezhañ, ha mont a reas d’ar c’hougn teñvalañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.124

Diskenn a ris en hent ha mont a ris war-eeun da gaout an or-borzh. — Maner al Liorzhoù en doa ur porzh-kloz. —

1878
Daveenn : EKG.II p.39

Esa a ris he divarc’hañ en u[l] lakaat va dorn dehoù a-zindani ha va dorn kleiz d’an nec’h. En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen.

1878
Daveenn : EKG.II p.120

Kaer en neus chom e-tal an nor / Gant e zivskouarnigo[ù] digor, / An nor zo kloz ; d’ar bugelig / Jezuz, siwazh ! ne lavar grik.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Pokat a rae an doueez d’e valvennoù kloz, hag i heñvel ouzh delioùigoù ur rozenn, hag e floure ar pennadig blev rodellek, moan ha skañv evel neudennoùigoù aour.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

lenn-vor gloz

1931
Daveenn : VALL pg bassin

kloz

1931
Daveenn : VALL pg accompli (achevé)

mont kloz gant

1931
Daveenn : VALL pg (s')adapter (pour un couvercle)

kêrig kloz dister

1931
Daveenn : VALL pg bicoque

Tier ar vourc'hizien a oa serret kloz ouzh ar studierien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Digeriñ a ra e zaoulagad. Nann ! N'eo nemet ul labous o kanañ el liorzh kloz.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Me, an hini kablus ' keñver ho kostezenn, / Pellik ' zo eo a ro, en desped d'ho lezenn, / Digemer ha lojeiz, goudor, dilhad ha boued / D'ar beleg a vennit dastum kloz en ho roued.

1960
Daveenn : PETO p49

Ha ne c'houzez ket eo da gure kozh / A glaskan, hep ehan, da graouiañ kloz / Evit bezañ, da c'houde, barnet tenn / Ha, diwar e zivskoaz, lamet e benn ?

1960
Daveenn : PETO p36

[Pleg-mor ar Gabon] Ne deo tamm ebet avat, evel ma'z eo mor Brest, ul lennad dour kloz ha gwaskedet diouzh an avel peogwir e ra an antre seitek kilometr etre beg Pongara er Su, ha beg Santa Clara en Norzh.

1985
Daveenn : DGBD p47

ar boultrenn a gouezhas eus an dorioù a ziskoueze anat e oant manet kloz abaoe pell.

2012
Daveenn : DJHMH p. 74

Klask a ran chom hep diskouez ma zroublien, a-hend-all e prennfe kloz e c'henoù.

2015
Daveenn : EHPEA p368

Bali Vasilis Sofias a zo kloz he forzhioù en daou du.

2015
Daveenn : EHPEA p32

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial