1. (db. ur pezh douar)
Hep kleuz.
[1878] E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan.
2. (db. an dilhad)
A lez ul lodenn eus ar c'horf da welet.
&
Diskloz war ul lodenn eus ar c'horf : a lez al lodenn-mañ da welet.
Bep a roched wenn diskloz war o bruched.
3. (db. ar savadurioù, ar salioù)
N'eo ket kloz, a c'hall forzh piv, forzh petra mont e-barzh.
Lezet en deus an nor diskloz. Ti honnezh zo hanter zisto ha diskloz.
DHS. dibrenn, digor.
4. Zo juntet fall ar plenk zo ouzh e ober.
Ur stalaf koad diskloz. Ar plenk-se zo gwaskoù diskloz etrezo.