Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an traoù) Diskouez, lakaat war wel. Diskoachañ a reas trumm he fenn a-zindan al liñselioù. Diskoachet e oa bet gantañ. HS. diguzhat, dizoleiñ. ES. kuzhat. 2. (db. an dud, al loened) Kavout kuzhiadell ub. Diskoachet en doa ur c'had. II. V.g. (db. al loar, an heol) Dont war wel. Diskoachañ a ra an heol. HS. diguzhat, dispakañ, dizoleiñ. ES. kuzhat, skoachañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Piv en deus dit-te, paotr, disket an istor-se ? eme an itron Tremedern, o tiskoach[añ] he fenn eus a-drek dor-dal ar chapel.

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù.

1944
Daveenn : ATST p.51

Ne oa ket evit chom ken dindan al liñser. Diskoachañ a reas he fenn.

1944
Daveenn : ATST p.53

Hervez ur wreg, pebezh eurvad ! / E c'hellez ma heñchañ peurvat / Oc'h anzav ouzhin war be du / E tiskoachin an trubard du.

1960
Daveenn : PETO p.38

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p.2

Gallout a reont ivez bezañ diskoachet ac'hanoc'h a-raok an obererezh ha dibab ho terc'hel pennasket 4 eurvezh-pad...

2015
Daveenn : DISENT p.163

An dibab all a zo klask sevel ur skeudenn eus personelezh ar muntrer - peseurt den eo, penaos e vev, peseurt meteier a zarempred - betek resisaat e peseurt kelc'hiad ez eo ar gwirheñvelañ e vo diskoachet.

2015
Daveenn : EHPEA p.315

Rak ken mat o deus en em warezet, evit ma ne vo ket diskoachet o ribouilhoù, ma soñj dezhe ne vo kavet pleg ebet warne.

2015
Daveenn : EHPEA p.100

Ha p'hor bije diskoachet unan eus ar vuntrerion e vije bet dic'hallus deomp prouiñ en doa graet ar muntroù all peogwir en dije bet sur-mat un alibi diabegadus.

2018
Daveenn : PZORN p.346

Hep Morten ne vije ket bet Kathrine evit diskoachañ ar gevier-se.

2023
Daveenn : DREAM p.33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial