Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Kuzhat (ub., udb.). Skoachet en doa ar c'harned e-barzh an armel. Skoachañ e benn etre e zivrec'h. ES. diguzhat, diskoachañ, dizoleiñ. 2. V.g. Kuzhat. Deus da skoachañ aman! Ne ouie ket da belec'h mont da skoachañ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

skoachet

1732
Daveenn : GReg pg blotir (se tapir, se ramasser en petit volume)

skoachañ

1732
Daveenn : GReg pg blotir (se tapir, se ramasser en petit volume), croupir (se tapir en quelque coin)

skoachañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skoacha

skoachet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skoacha

skoachet e oa a-dreñv an nor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skoacha

skoachañ

1931
Daveenn : VALL pg aplatir, (se) blottir

C'hoari koukoug : an holl a ya da skoachañ du-mañ du-hont : an hini a oa « dindan », evel ma leverer, a ranke klask anezho.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

— « Ma, eme ar Mestr Skol, mar ne ziskuilh ket an hini en deus skoachet ar sembolenn, e chomot-holl e pinijenn betek koan ».

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Du-mañ 'kavoc'h bara, ur c'holc'hed ha pell / Ha dilhad da wiskañ. Dizale 'z aimp di. / Da skoachañ dibreder ne gavoc'h ket gwell, / Ha diarvar ' vezoc'h ganin ha ma zud.

1960
Daveenn : PETO p24

Gwazh d'an hini a vez tapet dindan ur seurt barr-amzer e-touez ar gwez ; skoachañ a ra eus e wellañ, hag e klev en-dro dezhañ ar skourroù o vreviñ, ar gwez o tiswrizienniñ hag o vont a-stok.

1985
Daveenn : DGBD p134

Ar pep pouezusañ eo ne vefe ket hennezh "merket" betek re : lemit ar pegsunioù diwar revr an oto, laoskit ar van Volkswagen orañjez er gêr, ha skoachit ar gitonoù dindan an azezennoù...

2015
Daveenn : DISENT p85

Un drovezh c'hoazh e oa bet skoachet ur c'hamera war vord ur wenodenn a gase d'al lec'h ma oa bodet disenterien, nepell diouzh un dachenn all miret strizh gant an arme.

2015
Daveenn : DISENT p136

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial