Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Evn krenndev, rous ha louet e bluñv, eus ar c'herentiad Phasianidae, a vez hemolc'het evit e gig prizet-dreist. & Klujar c'hris : ar spesad Perdix perdix. & Klujar ruz : ar spesad Alectoris rufa. & Dre skeud. [1955] Daoust da se, ne zeuis ket a-benn an deiz-se da zibluañ va c’hlujar, ur c’hozh kabiten war al listri-kenwerzh, rak na zoken un diner n’am boa distaget dioutañ. II. Dre skeud. (db. ar merc'hed) 1. Trl. Plac'h douget da vont aes gant ar baotred. Honnezh zo ur glujar. Chaseal klujiri, redek ar glujar : redek ar merc'hed. [1944] Keit ha ma reden ar glujar evel-se, Fañch Vallée, diouzh e du, a glaske e blijadur gant ar merc'hed ivez, en un doare tostoc'h ouzh e demz-spered [.] 2. Plac'h widreüs. 3. Gwechall Klujar koefet : plac'h yaouank gant he c'hoef.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

klujar

1499
Daveenn : LVBCA p116 (perdris)

klujar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg perdrix

klujiri

1659
Daveenn : LDJM.1 pg perdrix, cluiar

setu deuet an amzer ma teu ar c'hlujiri d'en em barat

1732
Daveenn : GReg pg apparier

setu deuet an amzer ma teu ar c'hlujiri d'en em lakaat div-ha-div

1732
Daveenn : GReg pg apparier

bandenn klujiri

1732
Daveenn : GReg pg compagnie (de perdrix)

bandennoù klujiri

1732
Daveenn : GReg pg compagnie

gwaskedenn klujiri, pichoned

1732
Daveenn : GReg pg coulis (de perdrix, de pigeons)

koailhed ha klujiri

1732
Daveenn : GReg pg des (cailles & des perdrix)

Div glujar am eus lazhet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg klujar (J'ai tué deux perdrix aujourd'hui).

kluiar

1850
Daveenn : GON.II pg kluiar (voyez "klujar"), klujar (Perdrix, oiseau gris brun, du genre des poules).

klujar

1850
Daveenn : GON.II pg kluiar, pg klujar (Perdrix, oiseau gris brun, du genre des poules).

klujiri

1850
Daveenn : GON.II pg klujar (Perdrix, oiseau gris brun, du genre des poules. Pl.)

klujiri

1850
Daveenn : GON.II pg klujiri, pg klujar (Perdrix, oiseau gris brun, du genre des poules. Pl.)

Ar glujar en trugareka.

1867
Daveenn : MGK p98

Keit ha ma reden ar glujar evel-se, Fañch Vallée, diouzh e du, a glaske e blijadur gant ar merc'hed ivez, en un doare tostoc'h ouzh e demz-spered ; bez' e oa er c'hastell div zimezell gozh, - me o c'have koz gant o zregont vloaz, - Alis Mallt Williams ha Betsie Abadam, hag a oa amezegezed an itron Herbert.

1944
Daveenn : EURW.1 p.122

Evel barbelligoù (balafennoù) o nijal eus an eil bleunvenn d'eben, e tremenemp hon tamm amzer o chaseal klujiri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.

1954
Daveenn : VAZA p.21

Hervez ma veze roet da grediñ, lakaat a raent ivez e gwerzh e Koc’hu Pariz ar gedon, ar c’hilheien-gouez hag ar glujiri [sic] lazhet a-vil-vern e koadoù-stad Rambouillet, hag a veze gwechall kinniget da glañvourien an ospitalioù.

1954
Daveenn : VAZA p.150

Daoust da se, ne zeuis ket a-benn an deiz-se da zibluañ va c’hlujar, ur c’hozh kabiten war al listri-kenwerzh, rak na zoken un diner n’am boa distaget dioutañ.

1955
Daveenn : VBRU p.11

Ofis publik ar brezhoneg