Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Str. Koumoul bras, teñval dh. Bagadoù koabr a c'hwist en-dro din war beg ar menez. 2. G. RANNYEZH. Oabl. An alc'hweder a nij trumm eus ar bleuñv betek ar c'hoabr.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

kouablenn

1499
Daveenn : LVBCA p116 (nue)

koabr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nuage

koabr

1850
Daveenn : GON.II pg kaniblen, huren, huden

ar c'hoabr a red kalz hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg koabr, kouabr

koabr

1850
Daveenn : GON.II pg kouabr

It el lec’h ma karoc'h, 'kreiz ar fraostoù donañ, / Du-se, 'weled ar mor, dreist ar c'hoabr uhelañ, / Ne viot ket birviken evit en em viret / Dioc'h fallagriezh an dud, nad yoc'h o [sic, e ?] darempred.

1867
Daveenn : MGK p46

Ha kuzhet e vez dalc'hmat ar menezioù uhelañ el latar hag er c'hoabr.

1985
Daveenn : DGBD p21

Notennoù studi

Lakaat a ra an Tad Maner ar pennger koabr da liester kounabrenn.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial