En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.
koabrenn
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.
Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv.
Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
koabrennad