Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dindan goad (I). Koadek eo bet Menez-Are gwechall. Torgennoù koadek. Un enezenn goadek. HS. koadet. 2. (db. ar plant) Zo gant o gwiennoù doare, dalc'h ar c'hoad. Plant koadek eo ar gwez. ES. geotennek. & (db. gwrizioù debradus plant zo) Koadesk. Karotez pe banez koadek n'int ket mat da zebriñ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

koadek

1499
Daveenn : LVBCA p116 (bucheux, palin de boys)

koadekoc'h

1732
Daveenn : GReg pg boiseux (terme de jardinier)

koadek

1732
Daveenn : GReg pg boiseux (terme de jardinier)

koadekañ

1732
Daveenn : GReg pg boiseux (terme de jardinier)

en ur vro goadek e chom

1850
Daveenn : GON.II pg koadek

koadek

1850
Daveenn : GON.II pg koadek

koadek eo ar c'hrisien-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg koadek

Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzhadeg al loened pevarzroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huzh-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezho e donderioù koadek an Hanternoz ; re-all c’hoazh a droe o c’hammedoù war-du ec’honderioù heoliet-frank ar C’hreisteiz.

1923
Daveenn : SKET p.87-88

Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.

1923
Daveenn : SKET p.13

koadek

1931
Daveenn : VALL pg boisé

En tu all d’an hent bras, betek goueled an dremmmwel, maezioù glas koadek ha torgennek.

1960
Daveenn : PETO p27

D'ar mare-se ne dremened ket dre Reudon evit mont d'an Naoned hag ez ae al linenn dre vaezioù plat ha koadek e-biou Blaen.

1985
Daveenn : DGBD p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial