Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
19
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.g. Debriñ koan. Kouviañ ub. da goaniañ. Reiñ da ub. da goaniañ. Goude bezañ koaniet ez eas kuit. II. v.k.e. 1. (db. an dud, al loened) Reiñ e goan da ub., d'ul loen bnk. Re a gig a oa evit koaniañ daou zen. & (en tu gouzañv) Ac'hanta, koaniet eo ar saout ? & Dre verr. Koaniet ar saout ? DHS. boueta, magañ. 2. Ent strizh (db. ar vugale vihan) Paskañ. HS. leinañ, merennañ. 3. Dre skeud. Skeiñ gant ub. Alies e kemere ar vazh evit e goaniañ. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "koagn" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['kwãnj].

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

koanañ

1499
Daveenn : LVBCA p116 (soupper)

o koaniañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en) soupant

koaniañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg souper

koaniiñ

1732
Daveenn : GReg pg dîner (aux jours de jeûne)

koaniañ

1732
Daveenn : GReg pg dîner (aux jours de jeûne)

koaniet

1732
Daveenn : GReg pg dîner (aux jours de jeûne)

koaniet

1850
Daveenn : GON.II pg koania

koaniet

1850
Daveenn : GON.II pg koaña

deuit da goaniañ ganeomp

1850
Daveenn : GON.II pg koania

koaniet

1850
Daveenn : GON.II pg koania

Dec'h em eus koaniet en kêr.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « J’ai soupé hier à la ville ».

koaniañ

1850
Daveenn : GON.II pg koania

koanañ

1850
Daveenn : GON.II pg koaña

« Penaos koaniañ hiriv, pa n'eus tamm, mignoned, / Ha dijuniañ warc'hoazh ? »

1867
Daveenn : MGK p81

Gant e gig[,] al leon a goanias, / Gant e groc'hen en em c'holoas. / Setu, tostennerien, penaos vezit paket !

1867
Daveenn : MGK p105

— Ya, Bombañs, ma rankomp paeañ hor c’hoan ; mes me gred e koagnimp evit netra adarre fenoz. Ya, evit netra o doa koaniet en nozvezh-se an "arme noar".

1877
Daveenn : EKG.I. p.203

Hor pediñ a reas da chom da goaniañ ha da gousket e ti e dud.

1944
Daveenn : EURW.1 p75

« Deomp da goaniañ a-gevret. N'anavezit ket ho kambr ? Nann. N'eo ket prest c'hoazh... »

1944
Daveenn : EURW.1 p79

En abardaez-se [e] koagnjont holl a-gevret en ostaleri vras kêr, ha gwin "champagne" a voe da evañ eus an eil penn eus ar pred d'egile.

1985
Daveenn : DGBD p78

P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez.

2012
Daveenn : DJHMH p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial