koazez
mont en e goaze
mont en e goañzez
lakaat en e gavazez
en ho koaze
mont en e goazez
mont en e gavazez
Mari a savas war he c’hoazez. — « Ouf ! » emezi, « n’on ket evit chom e repoz. »
Dre ma rankjemp sevel abred evit hon arnodenn, kerkent ha lonket koan e c’houlennis digant gwreg an ti pelec’h e oa hor c'hambr, rak ne oa nemet ur gwele evidomp hon-daou, hag ar vaouez-se, gant koef Fouenant war he fenn, da dreiñ war-du un tammig matezh oc’h ober stamm en he c’hoazez war ur skabell, ha da c'hourc'hemenn dezhi e galleg marzhus Rekourañs : "Alo 'ta Marie, lève ton cul de là pour montrer aux Messieurs !"
Ret eo d'an dud bezañ en o c'hoazez evit bezañ aketusoc'h ha renket e stumm ur c'helc'h evit ma vo aesoc'h d'an holl gwelet daoulagad ha jestroù ar re all.
Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. Sellout a ran outañ ha lavarout ennon-me, petra 'ray pa vo troc'het deomp ar pellgomz peogwir n'omp ket evit paeañ?
En e goazez emañ, sonn e gein, en ur gador-vrec'h, etre an daou gafedi, ha paret eo e zaoulagad war ar wazourion surentez a zo o wiriañ ar c'hartennoù lestrañ.
Distreiñ a ran em c'hoazez, soñjus an tamm ac'hanon.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
koazezañ