Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Rann gigek a-dreñv ar c'har. Sanket e oa el lec'hid be tek hanter kof-gar. Da c'houde e tapas war e gofoù divhar daou daol heol a-zoare. & Trl. pemdez Ober kof-gar : kreñvaat kigennoù ar rann-se eus ar c'horf, en ur chom en e sav.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kof an c'har

1499
Daveenn : LVBCA p21, 82, 117 (le gros de la iambe)

kof-gar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg le gras de la iambe

kof-gar

1850
Daveenn : GON.II pg kôf-gâr (Mollet, le gras de la jambe).

kof ar c'har

1850
Daveenn : GON.II pg kôf-gâr (Mollet, le gras de la jambe).

Na gouzañvet hoc’h eus-hu bet, ur wech bennak, brec’hioù gwevn ha ramplus evel kroc’hen ur silienn, oc’h astenn o spegoù yen war ho troad pe war ho kof-gar ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.111

- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.

1949
Daveenn : SIZH p.43

En em gavet eno avat ne voe ket evit kousket gant ar boan spontus a oa krog en e gofoù-gar.

1985
Daveenn : DGBD p80

Goude en deus pouezet war e gofoù-gar ha dre ma save uheloc'h en deus graet sin deomp e oa o sklasañ hag o reutaat.

2015
Daveenn : EHPEA p157

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial