kolier
Job a oa bet, er [S]adorn-se, e Kastellin, o kerc’hat ur c’holier nevez d’e varc’h[-]limon.
Ha netra d’ober evit lakaat anezhi da sentiñ ouzh ar gordenn, evel m’o doa c’hoant an daou varc’h kolier.
Diwezhat e oa, pa zeuas en-dro d’ar gêr, rak ar c’holier ne oa ket bet prest diouzhtu, e ti ar boureller.
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kolierig-ar-beleg