Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Ti zo ur pezh hepken ouzh e ober. B. Dre ast. 1. Rann eus un draezenn, ur savadur zo disrann diouzh ar rannoù all. Kombodoù ur ruskenn. E pep stal e oa ur c'hombod evit pep loen. Kombodoù an tiez-meur. Diskennet on betek strad al lestr ; eno ez eus kombodoù e-leizh. & Ent strizh Rann eus ur vagon. Evel ma oa leun-kouch ar c'hombodoù e chomas en e sav en trepas. [1955] Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn [...]. [1985] Gwir eo e oa ken nebeut a veajourien gant an tren ha ma oa gant al lestr, hag e voen va-unan er c'hombod betek an Naoned. 2. Kef, koufr. Kraouiet e oa ar strilhed en ur voest karton e donig-don kombodig-taol Pikoù. 3. Estaj, solieradur. En trede kombod emañ o chom. II. Savenn-douar dirak un ti prl. Emañ o vale war e gombod. III. Korf. (db. ar c'hezeg) Pleg an troad a-uc'h ar c'harn. Aet eo ar marc'h er fank betek e gombodoù.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

Emañ o vale war e gombod.

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Il se promène sur sa terrasse).

En trede kombod e chom.

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Il demeure au troisième étage).

kombod

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme).

kombodoù

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme. Pl.)

kombodoù

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme. Pl.)

kombodoù

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme. Pl.)

kombod

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme).

kombod

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme), pg kombot (Voyez "kembot").

kombodoù

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme. Pl.)

kombod

1850
Daveenn : GON.II pg kembot (Etage, espace entre deux planchers dans un bâtiment. Terrasse, levée de terre dans un jardin, etc., faite de main d'homme).

kombod ti

1931
Daveenn : VALL pg appartement

Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.

1944
Daveenn : EURW.1 p5-6

N’eus den mui war ar bourzh. Erru eo hanternoz… Diskenn a ran da gombod an eil klasoù, er penn a-dreñv.

1944
Daveenn : EURW.1 p.110

En hor c'hombod e oa c'hoazh an aotrou Bournot, kure Mêl-Karaez hag an aotrou An Huerou-Kerizel, person Plounerin.

1944
Daveenn : EURW.1 p76

Hogen, graet e oa bet din un tammig skol en araok [en a-raok]. Bez oa em c’hombod pa loc’has an tren e Berlin, ur beajer-kenwerzh eus Varsovia, ur c’hwil latennet-dreist anezhañ, ha goude ne gomze nemet galleg palefars [palefarzh], ne roe peoc’h ebet din gant ar c’hoant en en doa d’ober pratique de français hervez ma lavare merc’hed ar Yacht-Klub e Stokholm. Hennezh an hini eo a zeskas din penaos ober gant maltouterien Aleksandrovo.

1955
Daveenn : VBRU p.38

Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, geben Sie mir, bitte Ihren Pass !»

1955
Daveenn : VBRU p.30

Gwir eo e oa ken nebeut a veajourien gant an tren ha ma oa gant al lestr, hag e voen va-unan er c'hombod betek an Naoned.

1985
Daveenn : DGBD p202

C'hwec'h savadur bras a voe kroget ganto, rannet o-unan a gombodoù, da vezañ rannet etre al labourerien hervez o gouenn-orin.

1985
Daveenn : DGBD p99

E kombod ar manegoù e a paperoù ar c'harr, aotre-bleniañ Demertzís hag ur re vanegoù.

2016
Daveenn : BARDF p. 63

Er-maez en em stleje difonn un tren leun-chouk a dud, ha dre ar prenester e selle beajourien ar bannlevioù outi er c'hombod, dichek, o c'houzout mat e oa dizañjer dezho en ober.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Kichen-ha-kichen e oant gourvezet war kouskedenn enk ar c'hombod.

2023
Daveenn : DREAM p. 98

Notennoù studi

Reiñ a ra Kervarker ar stumm "kombout" evel hini Bro-Gerne hag ar stumm "kambout" evel hini Bro-Dreger e-barzh GON.II.

Ofis publik ar brezhoneg