Setu amañ ar re a verkas o anvioù ar re gentañ : Vourc’h (medisinerezh) eus Gwipavas ; Edward Kuven (Labour douar), eus Sant-Vaeg ; Leon ar Berr (Reizh), eus Erge-Vihan-Kemper ; Alfred Aubry (Apotikerezh), eus ar Werc’hez ; Olier Sagory (medisinerezh), eus Moncontour ; Theodor ar Gall (reizh), eus Gwaien ; Emmanuel ar Giemble (reizh), eus Broons ; Troalenn (reizh), eus an Oriant ; Olier Gwion (reizh), eus Sant-Brieg ; Nouel de Kerangwe (reizh), eus Tredarzeg ; Pierre Savouré (medisinerezh), eus Henbont ; Mocudé (reizh), eus Roazon ; Pierre Symoneaux (reizh), eus Bear ; Edouard Beaufils (reizh), eus Roazon ; George Broustail (medisinerezh), eus Brest.
Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika.
En ti-se e veze gwerzhet ivez neuze louzeier apotikerezh.
A-wezhioù e tegemere ar mezeg derc'houezourion apotikerezh met ne wele anezhe nemet goude ar c'huzuliadennoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
apotikerezh