Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den en deus bet un diplom Skol-Veur a ro aotre dezhañ d'ober war-dro al louzeier, an drammoù, h.a. & Ent strizh Den a zalc'h un apotikerezh hag a werzh louzeier enni. Mont da di an apotiker. HS. louzaouer. 2. Stal-apotiker : apotikerezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

apotiker

1499
Daveenn : LVBCA p26 (appoticaire ou espicier)

apotiker

1931
Daveenn : VALL pg apothicaire

Ar pevar Garnoediad en em glaskas, ha hiniennoù eus Kallag a unanas ganimp, Herri Liegard hag e vreur Adolf, mibien d'an apotiker, Jul Herve hag eñ magnous, mab d'an horolajer, ha Frañsiz Prijant, mab d'ar marc'hadour gwin.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Euzh ha rukun am boa bet ouzh va faotr adal ar sell kentañ. Evel tiegezh ar plac'hig, pezh na oa nemet reizh. Hogen ersav ar mezeg eo en doa va skoet. Ne oa nemet un tamm apotiker ordinal, hep oad na liv na tra arbennik ebet, ha dezhañ taol-mouezh kreñv Din Edin ha kizidigezh ur binioù.

2012
Daveenn : DJHMH p13

Gwalc'hit ho taoulagad gant takennoù serom bevedel –a gaver e ti an apotiker- ma vezit taget gant aezhennoù daeraouiñ.

2015
Daveenn : DISENT p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial