Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en Henamzer roman) Pep hini eus an daou zen a veze e penn ar republik roman evit bloaz. 2. Den karget gant e c'houarnamant da wareziñ ha da skoazellañ e genvroidi en ur vro estren. [1955] Er mare ma komzan dioutañ e oa burev Koñsul Bro-C’hall, koulz ha chapel Sant-Loeiz-ar-C’hallaoued damdost d’al leurgêr Loubianka [...].

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

gonsul

1732
Daveenn : GReg pg consul

konsuled

1732
Daveenn : GReg pg consul

karg ur c'honsul

1732
Daveenn : GReg pg consulat

Gwashañ tra, un tammig krennañ a veze graet e pep lec’h d’am feadra : e palez Ministr an Traoù Diavaez, evit va faper tremen-hent ; e ti ar Prefed Polis evit ur skrid da ziskouez n’am boa morse na laeret, na lazhet, na pec’het e stumm all ebet a-enep d’al lezenn ; e burev Koñsul Rusia a dlee sinañ ha timbchañ va holl baperennoù, ha dreist-holl testeniañ ne oan nag un dispac’her, na – Doue da virje – ur Yuzev.

1955
Daveenn : VBRU p.27

E koulz hag e kentel e oan bet embannet en iliz hag e ti ar C’hoñsul e Moskov, gant se ’ta e oa ret mat din erruout du-hont dindan an termen merket, rak diaviz a-walc’h e vefe bet un ozhac’h yaouank o tont davet e wreg an deiz war-lerc’h an eured.

1955
Daveenn : VBRU p.28

Er mare ma komzan dioutañ e oa burev Koñsul Bro-C’hall, koulz ha chapel Sant-Loeiz-ar-C’hallaoued damdost d’al leurgêr Loubianka, deut da c’hounit ur vrud ken doanius adal ma lakeas Lenin hag e c’hwiltouzed o fav kriz war baol ar stur en o bro gaezh.

1955
Daveenn : VBRU p.52

Ofis publik ar brezhoneg