Netra aesoc’h, kwita, eget redek da gerc’hat un test all e-touez ar Vignoned en Iliz ; nann da !... kavout a rae marteze d’ar beskoñsul Kuniot e oamp deut un tammig diwezhatoc’h eget ne voe bet divizet, pe moarvat mall ’oa gantañ plediñ prim-ha-prim gant tudigoù eveldomp-ni, ha marteze all ne bade ken gant ar boan, a-drugarez d’ur bramm a-dreuz na ouie ket ervat dre be penn strakal e-maez rak ur c’hac’her diaes, pa lavaran, e oa an drask-se !….
Ar bez-koñsul [beskoñsul] ’vat a gamme e veg, feuket emichañs gant ar seurt doareoù ken dizereat ; met ar C’hoñsul gwirion, ur gigenn vat a zen anezhañ hag ur Duk war ar marc’had - an Duk Chaulnes, mar plij ganeoc’h, rak n’eo ket gant un Aotrou Kuniot, Pitalugue pe Levy bennak hon devoa d’ober ! – n’helle ket a-wechoù tremen hep daoudortañ gant ar fent.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
beskont